Eva Braun

Eva Braun, ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1912 e München (Rouantelezh Bavaria, Impalaeriezh alaman) ha marvet d'an 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin (Trede Reich), a oa ul luc'hskeudennerez alaman. Brudet eo evit bezañ bet serc'h Adolf Hitler adalek ar bloavezhioù 1930 ha betek deizioù diwezhañ ar renad nazi.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h e oa Eva Braun da Friedrich Braun (1879-1964), ur c'helenner war an arkitektouriezh diabarzh en un lise micherel, ha da Franziska Kronberger (1885-1976), merc'h d'un den hag a oa bet rener e servijoù medisinerezh al loened. Div c'hoar he doa Eva Braun : Ilse (1909-1979) ha Margarete Berta (lesanvet "Gretl", 1915-1987). Katoliked penn-kil-ha-troad e oa tud Eva, ha kaset e voe ar plac'h da studiañ en ur skol katolik e München, ha war-lerc'h e kouent Simbach am Inn. Tapout a reas un diplom sekretourez-daktilografourez-kontaouerez. En hec'h huñvreoù e felle dezhi bezañ aktourez en Hollywood[1].
Deroù an darempred gant Hitler
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kejañ a reas Eva Braun gant Adolf Hitler evit ar wech kentañ e 1929 e München, ha-hi 17 vloaz, pa oa o labourat evel skoazellerez Heinrich Hoffman, luc'hskeudenner ofisiel an NSDAP. Karget e voe Martin Bormann da gas un enklask war ar plac'h yaouank evit bezañ sur e oa arian hervez kriterioù an nazied. Nebeut a dra a ouzer war bloavezhioù kentañ an darempred etre Braun hag Hitler, met chom a reas platonek a-walc'h hervez, ha ne geje ket an daou zen alies. Enebet-taer e oa Friedrich, tad Eva, ouzh an darempred[1].
Klask a reas Eva Braun en em lazhañ gant un arm-tan e 1935, ha goude an darvoud-mañ e kasas muioc'h-mui a amzer gant Adolf Hitler. Pedet e voe en ur mod padus er Berghof, annez prevez ar c'hañseller e Berchtesgaden, adalek 1936. N'o doe ket bugel ebet, pa ne felle ket da Hitler kaout hep bezañ euredet, ha pa ne felle ket dezhañ eurediñ ivez. Dont a reas o darempred war-wel e-touez metoù pennoù ar galloud nazi, met chom a reas kuzhet d'ar bobl alaman. Fellet a rae da Hitler diskouez n'halle ket kaout pried ebet pa oa engouestlet en e vro penn-da-benn[2].

Buhez er Berghof
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Heinz Linge, bet mevel-bras an diktatour, Braun a gase kalz amzer gant Hitler pa oa eno. Diskouez a rae-hi gouelañ pa n'en doa ket e serc'heg amzer a-walc'h eviti. Er Bergof e tiskouezas Eva Braun bezañ plijet o filmañ hag o luc'hskeudenniñ buhez an annez, a-drugarez da gameraioù Siemens Kino Kamera 16 mm ha filmoù Agfachrome a galite uhel evit ar mare. Ar filmoù-mañ eo tost ar re nemete diwar-benn buhez prevez Hitler, ouzphenn ar re bropaganda. A-hend-all e plije da Eva Braun lenn romantoù karantez skañv, ober sport ha sellet ouzh filmoù[1].
E miz Even 1944 e timezas Gretl, c'hoar Eva, gant Hermann Fegelein, ur jeneral SS hag a laboure gant Himmler.
Dibenn ar renad ha marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Ebrel 1945 e choazas Braun mont gant Adolf Hitler d'ar Führerbunker bet savet dindan ar gañsellerezh nevez e Berlin. Nac'hañ a reas mont kuit pa oa an Arme Ruz o tostaat eus ar gêr. Dimeziñ a reas Braun hag Hitler d'an 29 a viz Ebrel, da vare ul lid renet gant Walter Wagner, un ezel eus ar c'huzul-kêr. An deiz war-lerc'h en em lazhjont, Braun o tebriñ ur gapsulenn asid kianhidrek, hag Hitler gant ur bistolenn. O c'horfoù a voe goloet gant esañs ha devet en un toull obuz e-kichen ar Führerbunker gant Erich Kempka, bleiner ar Führer, hag Otto Günsche, e eil-a-gamp[3]. Daoust da gorf Braun bezañ bet kollet, prouet e voe e oa marvet he gwaz e 1945, hag asantet eo bremañ dre vras eo marv ha devet e bried asambles gantañ[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Heike B. Görtemaker, Eva Braun: Leben mit Hitler, C.H. Beck, 2010, 366 p., ISBN 978-3406585142
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha 1,2 (fr) J'ai épousé un monstre : le mystère Eva Braun, Paris-Match, 20/08/2017 (lennet d'ar 07/08/2025)
- ↑ (fr) KNOPP Guido, Les femmes d'Hitler, Pocket, 2014, p. 74, ISBN 2266243284
- ↑ (fr) " J'ai brûlé les corps de Hitler et d'Eva Braun " affirme l'ancien valet de chambre du Führer, Le Monde, 11/10/1955 (lennet d'ar 07/08/2025)
- ↑ (en) French researchers confirm Hitler died in 1945 after new study of his teeth, France 24, 19/05/2018 (lennet d'ar 07/08/2025)