Etologiezh
Neuz

An etologiezh eo studi skiantel emzalc'h al loened, Mab-den en o zouez.
Termenet e oa bet gant al loenoniour gall Isidore Geoffroy Saint-Hilaire e 1854 hepken, daoust ma veze graet ar studi-mañ abaoe an Henamzer da nebeutañ gant tud evel Aristoteles. E-touez an etologourien vrudetañ emañ Karl von Frisch, Konrad Lorenz ha Nikolaas Tinbergen, bet roet dezhe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1973.