Esther Vanhomrigh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Esther "Vanessa" Vanhomrigh
(John Everett Millais, 1868)

Esther Vanhomrigh, anavezet ivez evel Vanessa (c. 16882 a viz Even 1723), a oa un Iwerzhonadez a orin izelvroat, serc'h ha kenskriverez ar skrivagner Jonathan Swift. Goude he marv e voe embannet lizhiri Swift dezhi.

Eviti e voe ijinet an anv Vanessa gant Swift, a gemeras ar silabenn Van eus hec'h anv-tiegezh, Vanhomrigh, hag Esse, eus hec'h anv-bihan Esther.
Meneg anezhi, evel "Vanessa", a lenner 27 gwech er varzhoneg Cadenus and Vanessa savet gant Swift e 1713 hag embannet e 1726, ma skrivas er gwerzennoù 734-735 :

Each girl, when pleased with what is taught,
Will have the teacher in her thought.

« Pep plac'h, pa blij dezhi pezh a vez kelennet,
a vo ar c'helenner en he soñjoù. »

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Bartholomew Vanhomrigh, ur marc'hadour eus Amsterdam hag a deuas da chom da Zulenn. Gant ar roue William e voe anvet da gomiser e vagazinoù pa reas e dro-vrezel da Iwerzhon. E 1697-98 e oa maer Dulenn. He mamm, a oa Esther ivez, ha merc'h da John Stone, ur c'homiser iwerzhonat. He bugaleach a dremenas e Celbridge Abbey e kontelezh Kildare. Mervel a eure he zad en 1703 ha dilojañ a reas an intañvez gant he bugale da Londrez en 1707. E miz Kerzu er bloaz-se eo e reas Esther anaoudegezh gant Swift pa oa an tiegezh en hent, e Dunstable, hag eno eo e krogjont gant o darempred a badas 17 vloaz. 22 vloaz yaouankoc'h eget Swift e oa. Kelenner-ti e voe Swift dezhi.

Goude marv he mamm en 1714, ez eas Esther gant Swift da Iwerzhon, da chom da Celbridge Abbey, met gwallevurus e voe-hi eno. Bec'h a savas etrezo. E 1723 e krogas Swift da zaremprediñ ur vaouez all, Esther Johnson, lesanvet "Stella" gantañ.

Poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Esther "Vanessa" Vanhomrigh e 1723, met e 1868 e voe graet ur poltred anezhi gant John Everett Millais.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]