Estadio Olímpico de Montevideo

Eus Wikipedia

An Estadio Olímpico de Montevideo zo ur sportva bet savet e Villa del Cerro (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)).

Anvet Parque Nelson (da zougen bri d'an amiral saoz anavezet-mat) da gentañ-penn, digoret e voe d'an 30 a viz Kerzu 1923 da-geñver ur c'hrogad oc'h enebiñ ar c'hleub lec'hel — Rampla Juniors Fútbol Club — ouzh Charley Football Club (2-2). Da-heul un nebeud labourioù e voe lidet an addigoradur anezhañ gant ur c'hrogad all bet dalc'het d'ar 6 a viz Eost 1966 etre Rampla Juniors ha Club Atlético Peñarol. Ne voe nemet d'ar 24 a viz Ebrel 1980 ma kemeras e anv a-vremañ da vat, bet dibabet da drugarekaat ar paramantour gresian Panagiotis Tsakos en devoa kenlabouret gant Rampla Juniors.

Emañ lec'hiet e Calle Turquía 3302 (3302, straed Turkia) ha gouest eo da zegemer betek c'hwec'h mil arvester. Gwall livus eo al lec'h-mañ dre m'emañ e-tal kichenig Bae Montevideo o skeiñ war ar Río de la Plata ha c'hoarvezout a ra gwall alies ma vez ret d'ar c'hoarierien mont da gerc'hat o folotenn kouezhet en... dour, siwazh dezhe.