Estadio José Nasazzi

Eus Wikipedia
Estadio José Nasazzi

An Estadio José Nasazzi zo ur sportva, bet savet e Prado, unan eus karterioù Montevideo en Uruguay, hag a zo Club Atlético Bella Vista perc'henn warnañ.

Kroget en devoa Bella Vista da c'hoari e Parque Olivos adalek 1923. D'an 12 a viz Here 1931 e voe dalc'het e gentañ krogad e Parque Bella Vista. Badezet e oa bet Parque José Nasazzi (lidet war un ton bras d'ar 16 a viz Kerzu 1934) a-raok mont da Estadio José Nasazzi da vat d'ar 7 a viz Here 2000.

C'hoariet en devoa José Nasazzi evit Bella Vista etre 1922 ha 1932 ha gounezet Copa América 1923, Copa América 1924, C'hoarioù Olimpek hañv 1924, Copa América 1926, Kib vell-droad ar bed 1930 ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 er c'houlzad-se ! Se zo kaoz e voe kemmet Parque Bella Vista e Parque José Nasazzi da zougen bri d'an hini a veze graet El Gran Capitán (Ar C'habiten Meur e brezhoneg) anezhañ.