Mont d’an endalc’had

Eskorbuto

Eus Wikipedia
Juanma Suárez

Eskorbuto («skorbut» en euskareg) a oa ur strollad punk rock spagnolek bet savet e 1980 e Santurtzi (Bizkaia, Euskal Herria). Oberiant e voe betek 1992 ha marv daou eus e dri ezel istorel, a-raok bezañ adsavet gant tud all betek 1998. Izili mare "istorel" ar strollad e oa Iosu Expósito († 1992, gitar tredan), Juanma Suárez († 1992, gitar-boud ha kan) ha Pako Galán (taboulinoù).

Ouzhpenn bezañ troet a-enep an aotrouniezhioù ha sistem sokial o mare dre vras, kanaouennoù Eskorbuto a embanne, en o deroù, komzoù a-du gant ar vroadelourien euskarat (E.T.A., Maldito país (España)). E 1983, goude bezañ bet bac'het gant ar polis e Madrid abalamour da bozioù e ganaouennoù, ar strollad a rebechas ouzh tu an dizalc'hourien euskarat chom hep bezañ sikouret anezhe a-walc'h, ha jeu a savas etre Eskorbuto hag an tu-se eus kevredigezh Euskadi diwar neuze[1].

Pladennoù studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) Álvaro Corazón Rural, Eskorbuto, de su «Maldito país, España» al «A la mierda el País Vasco», Jot Down (lennet d'an 10/05/2026)