Eskern ar c'hreiztroad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eskern ar c'hreiztroad (niv. 5 en dresadenn)

Eskern ar c'hreiztroad eo ar pemp askorn a zo en troad, etre eskern ar chouk-troad ha oeñsoù ar bizied-treid.

Teir lodenn a ya d'ober pep askorn : ar penn (koublet ouzh an oeñs nesañ), ar c'horf hag an diaz (koublet ouzh lod eus eskern ar chouk-troad hag eskern ar c'hreiztroad all).

Boutin eo torr eskern ar c'hreiztroad gant ar c'hoarierien mell-droad.

Koubloù[kemmañ]

Koublet eo (ouzhpenn d'ar c'houbl ouzh an oeñs nesañ) :

  • askorn ar c'hreiztroad kentañ : ouzh daou askorn gennheñvel, eil askorn ar c'hreiztroad
  • eil askorn ar c'hreiztroad : ouzh an tri askorn gennheñvel, kentañ ha trede askorn ar c'hreiztroad
  • trede askorn ar c'hreiztroad : ouzh un askorn gennheñvel, eil ha pevare askorn ar c'hreiztroad
  • pevare askorn ar c'hreiztroad : ouzh un askorn gennheñvel, an diñseg, trede ha pempvet askorn ar c'hreiztroad
  • pempvet askorn ar c'hreiztroad : ouzh an diñseg, pevare askorn ar c'hreiztroad