Eskemmez amprouiñ (armoù-tan)
Un eskemmez amprouiñ zo, e bed an armerezh, un ensavadur hag a zo e rol esaeañ ha testeniañ an armoù-tan a-raok e vefent gwerzhet hag implijet, evit gwiriañ ne savont kudenn surentez ebet. Ar memes tra a reont evit ar munisionoù,en ur heuliañ ar reolennoù savet gant aozadurioù etrebroadel evel ar SAAMI (e Norzhamerika) pe ar C.I.P. (en Europa hag un nebeud broioù all)[1]. An eskemmezioù amprouiñ a zo karget ivez da neptuiñ an armoù kozh evit ezhommoù dastumerien pe mirdioù, pe da zistruj anezho mar bez ret. Stampilhoù a zo engravet war an armoù bet amprouet.
Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig ivez eskemmezioù ‘zo amprouiñ bannouriezh dibenn ar munisionoù war danvezioù pe dafar a bep seurt, evit meur a industriezh, evel an difenn, an arkitektouriezh pe an treuzdougen[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e oa bet savet eskemmezioù-amprouiñ en Europa evit an houarnwiskoù. E Frañs emañ an eskemmez amprouiñ nemetañ e Saint-Étienne, krouet e 1782 eno[3] abalamour e oa ar gêr ur greizenn broduiñ armoù a-gozh. Evit ar memes abeg emañ eskemmez amprouiñ Belgia e Liège. Eno e voe savet e 1672 diwar un dekred embannet gant ar priñs-eskob Maksimilian Bavaria, hag a redie kanol pep arm da vezañ amprouet[4]. Ar Banco Oficial de Pruebas de Éibar, eskemmez amprouiñ broadel stad Spagn, zo en Eibar (Euskadi).
Pajennoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Listenn ha stampilhoù an eskemmezioù amprouiñ stag ouzh ar C.I.P. (lennet d'an 31/01/2025)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Qui sommes-nous ? Banc d'Epreuves des Armes à feu war lec'hienn eskemmez amprouiñ Liège (lennet d'an 31/01/2025)
- ↑ (fr) Qui sommes-nous ?, rann ar Banc National d'Épreuves, GICAT (lennet d'an 31/01/2025)
- ↑ (fr) L’epreuve des armes est l’activite historique du banc national d’epreuve, un service unique en France, war lec'hienn Eskemmez amprouiñ Saint-Étienne (lennet d'an 31/01/2025)
- ↑ (fr) L'historique de la C.I.P. war lec'hienn an aozadur (lennet d'an 31/01/2025)