Escape from Sobibor
| Titl | Escape from Sobibor |
|---|---|
| Danvez pennañ | Eil Brezel-bed, Loskaberzh, Sobibór uprising |
| Tachenn | film dramael |
| Deiziad embann | 1987 |
| Skigner orin | CBS |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet, Yougoslavia |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
| Sevener | Jack Gold |
| Senarioour | Thomas Blatt |
| Rener ar skeudennaouiñ | Ernie Vincze |
| Sonaozer | Georges Delerue |
| Daneveller | Howard K. Smith |
| Dasparzher | Zenith Productions, Netflix |
| Lec'h an istor | Polonia, Sobibor |
| Diaz embann | video diwar c’houlenn |
| Renkadur Filmiroda | Category IV |
| Renkadur FSK | FSK 16 |
| Renkadur Kijkwijzer | 16 |
| RARS rating | 16+ |
Escape from Sobibor zo ur film skinwel breizhveuriat eus 1987 hag a voe skignet evit ar wech kentañ war ITV ha CBS[1].
Kontañ a ra istor tec'hadeg veur prizonidi diouzh ar c'hamp-lazhañ nazi Sobibór. Bez' e oa bet an dec'hadenn vrasañ gant prizonidi yuzev eus ur c'hamp-lazhañ alaman (emsavadegoù a oa bet en Auschwitz-Birkenau ha Treblinka). Ar film a zo bet filmaozet gant Jack Gold ha filmet en Avala, Yougoslavia (Serbia hiziv-an-deiz).
Ar stumm leun, a bad 176 munutenn, a zo bet skignet er Rouantelezh-Unanet[2] d'an 10 a viz Mae 1987. Ur skignadur gant ur stumm 143 munutenn a oa bet skignet e Stadoù-Unanet Amerika d'an 12 a viz Ebrel 1987.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 14 a viz Here 1943, prizonidi eus kamp Sobibor, izili eus ar Rezistañs kuzh, o devoa lazhet 11 soudard eus an SS-Totenkopfverbände hag un nebeud Sonderdienst ukrainat ha Volksdeutsche, an holl anezho o vezañ gwarded ar c'hamp-lazhañ. A-ziwar un hollad 600 prizoniad hag a oa er c'hamp, tro da 300 a oa tec'het kuit. War an hollad 50–70 a oa deuet a-benn da skampañ kuit, an holl re all a voe lazhet gant an nazied pe tud ar vro, pe adkaset d'ar c'hamp.[3] Goude an dec'hadenn, penn meur an SS, Heinrich Himmler, en devoa roet an urzh da serriñ ar c'hamp. Distrujet e voe gant tourterioù, lakaet douar war an dismantroù hag plantet gwez kement ha sevel un ti-feurm trevour a-benn kuzhat prouennoù an torfedoù.[4]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Escape from Sobibor (1987). IMDB.
- ↑ Diskenn a ra ar padelezh da 169 munutenn gant ar stumm PAL speed-up.
- ↑ Schelvis, Jules (2007). Sobibor: A History of a Nazi Death Camp. Berg, Oxford & New Cork. 168 p. ISBN 978-1-84520-419-8.
- ↑ Sobibor Extermination Camp: History & Overview. Jewish Virtual Library.