Ernst Thälmann

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ernst Thälmann e 1932
Delwenn da Ernst Thälmann e Weimar

Ernst Thälmann (16 a viz Ebrel 1886 e Hamburg – drouklazhet d'an 18 a viz Eost 1944 e Buchenwald) a oa ur politikour komunour alaman.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ernst Thälmann a emezelas e Strollad sokialour Alamagn e 1903. E 1917 ec'h emezelas e Strollad sokial-demokrat dizalc'h Alamagn, met ne zeas ket gant ar spartakisted pa groujont Strollad komunour Alamagn e 1918. E dibenn 1920 e reas evel lod brasañ izili USPD hag ec'h emezelas e KPD. E 1924 e voe lakaet e penn aozadur rannvroel ar strollad en Hamburg ha dilennet er Reichstag [1]. E miz C'hwevrer 1925 e voe lakaet e penn Rotfrontkämpferbund hag e miz Here e voe lakaet e penn KPD. En hevelep bloavezh e voe lakaet da gadoriad Komite Seveniñ ar C'homintern [2]. Mont a reas war ar renk da vezañ dilennet prezidant ar republik e 1925 (1,8 milion a vouezhioù er c'hentañ tro, 1,9 milion en eil tro) hag e miz Meurzh 1932 (tro gentañ: 13,2%, 4,9 milion a vouezhioù, eil tro : 10,2%, 3,7 milion a vouezhioù) [3]. D'an 3 a viz Meurzh 1933 e voe harzet gant izili ar Gestapo ha bac'het. Er bed a-bezh e voe aozet ur stourmadeg gant al luskad enepfaskour evit ma vefe dieubet. Dont a reas Thälmann da vezañ un arouez eus ar stourm alaman enepnazi, hag ivez eus ar stourm komunour. E-pad Brezel Spagn e oa ur batailhon Alamaned eus ar Brigadennoù Etrebroadel anvet Batailhon Thälmann. Ar ganaouenn Die Thalmann Kolonne, bet skrivet gant Karl Ernst, a veze kanet e-pad Brezel Spagn gante [4]; kanet e voe gant Pete Seeger ivez [5]. Goude bezañ chomet 11 vloaz e toull-bac'h stad Bautzen e voe kaset da Gonzentrazionslager Buchenwald d'ar 17 a viz Eost 1944. Diwar urzh Hitler e voe fuzuilhet en deiz war-lerc'h [6], hag e gorf marv a voe roet da chas ar c'hamp. Ar propaganda nazi a glaskas lakaat da grediñ e oa bet lazhet abalamour da vombezadeg ar c'hamp d'ar 24 a viz Eost.

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar Brezel e voe roet e anv da monumantoù, straedoù ha skolioù en DDR. Hiziv an deiz e c'haller gwelout c'hoazh lec'hioù evel-se e Berlin, Hamburg hag e Frankfurt an der Oder. E 1966 e voe embannet un timbr a-zivout ar ganaouenn Die Thalmann Kolonne, bet kanet e-pad Brezel Spagn gant Alamaned ar Brigadennoù Etrebroadel.

Ar sonaozour breizhveuriat Cornelius Cardew a savas Thälmann Variations (sonerezh piano), da enoriñ Ernst Thälmann.

E 1955 e voe savet ur film diwar e benn gant Kurt Maetzig. Div lodenn a ya d'ober ar film : Sohn Seiner Klasse ha Führer Seiner Klasse. Gouarnamant DDR eo en doa goulennet gant Maetzig en ober.

E 1972 e Kuba e teuas an enezenn Cayo Blanco del Sur da vezañ Cayo Ernesto Thaelmann da lavaret eo enezenn Ernst Thälmann, ha profet e voe da DDR en eskemm da wirioù war varc'had ar sukr en Europa [7].

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974.
  • Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003, pajenn 567
  2. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003, pajenn 567
  3. Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajennoù 89 ha 167
  4. Pozioù
  5. Pete Seeger
  6. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, Bro-C'hall, 2003, pajenn 567
  7. secretoscuba. 2008

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.