Erifyle

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Polynikes o reiñ tro-c'houzoug Harmonia da Erifyle. Oinoc'hoe dremmoù ruz attek, e-tro 450-440 kt JK.

Erifyle (Ἐριφύλη /Eriphúlê e gregach) a oa merc'h da dTalaos, c'hoar Adrasto. Dimeziñ a reas da Anfiaraos eus Argos. Profet e voe dezhi tro-c'houzoug an doueez Harmonia gant Polynikes evit ma lakfe he gwaz d'ober brezel ar Seizh a-enep Thebai. Lavarout a reas neuze da Amfiaraos kemer perzh en aloubadenn a grog ganti mojenn ar Seizh a-enep Thebai, petra bennak ma ouie-hi e varvje er brezel. Brezel a reas he gwaz, ha mervel eno. Kent mervel e c'houlennas Amfiaraos ouzh e vibien Alkmaion hag Amfiloc'hos tennañ dial eus e varv. Gant he mab Alkmaion e voe lakaet Eurifyle d'ar marv.