Mont d’an endalc’had

Ergerzh-brezel 1487

Eus Wikipedia

Ergerzh-brezel 1487 a oa bet ur c'hampagn-brezel gant roue ar Frañs Charlez VIII evit sujañ dre an nerzh dugelezh Breizh d'e aotrouniezh. Ur c'hwitadenn e voe rak talet e oa bet ouzh arme ar roue, met un trec'h strategel e voe memestra rak e fin ar c'hampagn ne oa ket bet adkemeret an holl dachennoù kollet gant Breizh. Klison, Gwerc'h, Dol, Sant-Albin ha Gwitreg a chome etre daouarn ar C'hallaoued, ar pezh a sikouras kalz anezho e-kerzh Ergerzh-brezel 1488.

E dibenn Mae 1487 e tegouezhas un arme c'hall, tost da 15 000 den enni. Dug Breizh en devoa un arme bodet e-kichen Malastreg, enni 600 marc'heger ha 16 000 soudard war-droad. Met buan ez eas ar C'hallaoued war-raok : kemeret gante Ankiniz, Kastell-Briant, Gwerc'h ha Redon. Stourm a glaskas Ploermael met emzaskor a reas goude tri devezh bombezañ ha kemeret e voe d'ar 1añ a viz Mezheven. Tec'hel a reas an dug da Wened, hag alese da Naoned. Prientet e voe difenn kêr-benn an dug. D'an 19 a viz Mezheven edo an arme c'hall dirak mogerioù Naoned. Hir e voe dre ma oa efedus emzifenn ar Vretoned ha ma chome feal ar boblañs, ma oa goprsoudarded estren o skoazellañ, ha dont a reas soudarded eus Leon ha Kerne da gas an arme estren kuit. Ha kuit ez eas ar C'hallaoued a-benn ar fin d'ar 6 a viz Eost.

Gwitreg avat a yeas a-du gant ar C'hallaoued d'ar 1añ a viz Gwengolo, ha kemeret e voe Sant-Albin ha Dol gant an arme c'hall. E deroù 1488 e voe adkemeret lod gant an dug, ha ne chome ken nemet Klison, Gwerc'h, Dol, Sant-Albin ha Gwitreg etre daouarn ar C'hallaoued.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]