Mont d’an endalc’had

Ergativel-akuzativel

Eus Wikipedia
Steudadur
morfologel-kevreadurezhel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen ergativel-akuzativel (e saozneg: ergative-accusative pe tripartite) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez merket gant ar vorfologiezh ha/pe ar gevreadurezh pep doare arguzenn en un doare disheñvel diouzh ar re all, da lâret eo:

ergativel-akuzativel
ergativel-akuzativel

Renadenn (O) pe gouzañver (P) ur verb tranzitivel merket en un doare disheñvel diouzh arguzenn nemeti ur verb amdranzitivel (S: ar rener) merket en un doare disheñvel diouzh graer (A) ur verb tranzitivel.

Da skouer evit ar yezhoù implijet gante troadoù:

Ral-tre eo yezhoù a-seurt-se, en o zouez yezh ar Nez Percé, merket an troad ergativel gant al lostger -nim, an troad akuzativel gant -ne, hag ar merk mann evit an traod amdranzitivel.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damergativelezh