Ercole III d'Este
Neuz
Ercole III d'Este (1727-1803), a voe Dug Modena ha Reggio etre 1780 ha 1797. Mab e oa da Francesco III d'Este ha da Charlotte-Aglaé d'Orléans (Carlotta Aglae di Borbone-Orléans) (1700-1761), ur verc'h d'ar rejant gall.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa e 1741, da 14 vloaz, da Maria Teresa Cybo-Malaspina, a oa 20 vloaz, hag en argouroù en doe Dugelezh Massa ha Carrara. Gant an eured-se e c'hallas dugelezh Modena kaout un arvor er Mor Kreizdouar.
Daou vugel o doe:
- Maria Beatrice Ricciarda (Modena, 7 Gouhere 1750 - Vienna, 14 Du 1829), diwezhañ Dug Massa ha priñsez Carrara; dimezet e 1771 d'an arc'hdug Ferdinand Habsburg-Loren (1754-1806), mab d'an impalaer Franz Iañ, dug-meur Toskana (ur priñselezh amezek), ha d'an impalaerez Maria Theresia, ha diganto e teu had skourr Habsburg-Este.
- Rinaldo Francesco (Modena, 4 Genver 1753 - 5 Mae 1753).