Erald Dervishi
Neuz

Erald Dervishi, bet ganet d'an 10 a viz Du 1979 e Durrës (Albania), a zo ur c'hoarier echedoù albanat.
Du 2025: 2 520 eo e renk Elo Standard, 2 537 e renk Elo Fonnapl ha 2 486 e renk Elo Luc'hedenn[1], 2 582 eo bet e renk Elo Standard uhelañ, tizhet e miz Ebrel 2014.
Mestr-meur (GM) eo abaoe 1998, ar c'hoarier albanat kentañ o tapout an titl[2].
E miz Mae 2017 e tegemeras an titl a vestr-meur Urdhëri i Punës (Urzh al Labour) digant Bujar Nishani, prezidant Albania[3].
Kevezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h e voe div wezh : e 1996 hag e 1997[4].
Kampionad ar Frankophoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h e voe e mizioù Here ha Du 2017 er 5vet Kampionad en Hammamet (Tunizia), 7,5/9[5].