Epstein didn't kill himself

"Epstein didn't kill himself" ("EDKH") zo ur frazenn implijet a-enep an abeg ofisiel roet evit marv an den a arc'hant ha torfedour reizhel Jeffrey Epstein. Ar pennadurezhioù o devoa embannet e oa marvet dre en em grougañ en e gell e toull-bac'h ar Metropolitan Correctional Center e New York City e miz Eost 2019.
Epstein a oa bet un torfedour reizhel kondaonet hag en doa liammoù gant tud vrudet ha pinvidik er bed a-bezh. Pa oa bet toullbac'het e oa kalz tud o c'hortoz kaout digantañ anvioù torfedourien reizhel all, dreist-holl tud vrudet pe tud er galloud. Pa voe embannet ar c'heloù eus e emlazh e oa bet kalz martezeadennoù ha teoriennoù iriennoù hag a daole disfiz war gwir abeg e varv. Gant meur a zen eo bet tamallet d'ar pennadurezhioù klask kuzhat e oa bet lazhet met hep prouenn ebet.
Ar frazenn a oa troet d'ur meme internet, ha brudet e oa bet e miz Du 2019 pa oa bet embannet munudoù diwar-benn marv Epstein. "Epstein didn't kill himself" zo deuet da vezañ brudet e-mesk an dud, met an holl n'emaint ket a-du war "gwir" abeg marv Epstein. Dre-vras, difennerien an deorienn-se a embann eo bet muntret, dreist-holl dre e dagañ, hag e oa bet urzhiet gant tud ha na felle ket dezho e vije prouet e oant liammet ouzh tagadennoù reizhel an Afer Epstein ; en ur lazhañ anezhañ e vije bet mouget ar wirionez. A-wechoù e vez ouzhpennet d'an teoriennoù-se e oa ul listenn eus pratikoù Epstein, pe ul "levr du" lec'h ma oa skrivet anvioù an holl dud a c'halloud o kemer perzh en torfedoù reizhel lies, hag evel-se e c'hellje Epstein drouktunañ anezho ma vije ezhomm[1][2].
An tamalloù eus ur muntr liammet ouzh ar frazenn "Epstein didn't kill himself" zo bet implijet evel ur Poent Godwin gant tud ha n'emaint ket a-du etrezo dreist-holl war an dachenn bolitikel.
| |||||||||||||||||||||||
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Simon, Scott (November 16, 2019). "Epstein's Death Becomes A Meme" (in en), NPR.
- ↑ "Epstein died, but 'Epstein didn't kill himself' memes are alive and well" (in en), The Daily Dot (November 7, 2019).