Enrique Iañ Kastilha

Eus Wikipedia
Enrique Iañ Kastilha, mab-bihan d'ar roue saoz Herri II

Enrique Iañ (1204-1217) a voe roue Kastilha entre 1214 ha 1217.

Mab e oa da Alfonso VIII ha d'e bried Leonor Plantagenet. E dud-kozh a-berzh tad e oa ar rouaned Sancho III Kastilha hag e bried Blanca Garcés Pamplona, e dud-kozh a-berzh mamm e oa ar roue Herri II (se zo kaoz e voe anvet Enrique) hag e bried Eleanora Akitania.

Mervel a reas diwar ur gwallzarvoud e kêr Palencia, da drizek vloaz, dizimez ha divugel eta. E c'hoar Berenguela Iañ Kastilha a renas war e lerc'h a-raok lezel ar gurunenn gant he mab Fernando III Kastilha.

C'hoarezed all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek bugel o doa bet e dud, hag en o zouez ar peder c'hoar-mañ deuet da vout rouanezed: