Enns (stêr)
Neuz
Enns
| En em daol e | Danav |
|---|---|
| Diazad doureier | diazad an Danav |
| Kevandir | Europa |
| Stad | Aostria |
| E tiriad | Aostria-Izel |
| Daveennoù douaroniel | 48°14′13″N 14°31′13″E, 47°19′34″N 13°21′10″E |

Ar stêr Enns (distaget [ɛns] en alamaneg) zo un adstêr d'an Danav, en Aostria.
Redek a ra ar stêr a-hed 253 km ha mont a ra ul lodenn vat anezhi d'ober ar vevenn etre Aostria-Izel hag Aostria-Uhel. Eieniñ a ra e-kichen Flachau, e stad Salzburg, ha redek goude-se war-zu ar reter hag an hanternoz, tremen dre Steyr, hag en em deurel en Danav e kêr Enns.