Enlisted (c'hoari video)
| Titl | Enlisted |
|---|---|
| Tachenn | tenn kentañ-sell, C'hoari video enlinenn bras-niver |
| Diorroer | Darkflow Software |
| Ti-embann | Gaijin Entertainment |
| Savenn | Xbox Series X and Series S, PlayStation 5, Microsoft Windows, Linux |
| Deiziad embann | 8 Ebrel 2021 |
| Bro orin | Latvia |
| Dasparzher | Microsoft Store, PlayStation Store, Steam |
| Mare an oberenn | Eil Brezel-bed |
| Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier, co-op mode |
| Lusker grafik | Dagor Engine |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn, lanker c'hoari |
| Diaz embann | embannadur niverel |
| Software version identifier | 0.1.27.34, 0.1.27.24, 0.1.27.26 |
| Renkadur ESRB | talvoud dianav |
| Renkadur PEGI | talvoud ebet |
| Lec'hienn ofisiel | https://enlisted.net |
| Aotre-implijout | proprietary license |
| Statud ar gwirioù-oberour | gant gwirioù aozer |
| A implij | Easy Anti-Cheat |
| Patrom aferioù | Free-to-play |
| Kenglotus gant | Linux |
| Announcement date | 12 Kerzu 2016 |
Enlisted zo ur c'hoari video doare digoust, liesc'hoarier kadoniezhel ha tenn kentañ sell sevenet gant Darkflow Software hag embannet gant Gaijin Entertainment. Tremen a ra ar c'hoari e-kerzh an Eil Brezel-bed ha reiñ a ra tro da gemer perzh en emgannoù brudetañ ar brezel war an holl dalbennoù engouestlet. Da gentañ e oa bet embannet war ar savenn letrin c'hoari Xbox Series X/S nemetken[1]. D'an 21 a viz Meurzh 2021, ar stumm beta serret a oa bet lakaet enlinenn war ar PlayStation 5[2]. D'an 8 a viz Ebrel 2021, ar c'hoari a oa bet embannet war an urzhiataerezioù e stumm un arnodiñ beta[3].
Doare c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enlisted a zo ur c'hoari diazezet war skipailhoù, pep c'hoarier a zo e penn ur strollad troadegiezh pe bourzhidi ur c'harbed milourel. Ar c'hoarierien a zo e penn strolladoù etre 3 ha 9 soudard (ar re-se a zo diazezet war Rannoù-arme gwirion, evel ar 1añ rann-arme troadegiezh pe 2l rann-arme Zeland-Nevez[4]) ha gant rummadoù, ha dafar liammet ouzh pep rumm soudarded. Lod a vo armet gant fuzuilhoù, pistolennoù-mindrailher, mindrailherezoù, fuzuilhoù-resisted, kanolioù-mortez, armoù enep-tankoù, pe strinkerien-tan. Ar c'hoarier a c'hell bezañ e penn bourzhidi karbedoù milourel evel un tank pe ur c'harr-nij. Ar c'hoarier a c'hoari unan eus soudarded ar strollad, ha gellet a ra reiñ urzhioù d'ar re all pe kemmañ tudenn hervez e c'hoant.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Enlisted is Timed-Console Exclusive for Xbox Series X (en-US)(2020-10-19).
- ↑ Enlisted Major Update: PlayStation 5 and launch of the Normandy Campaign (en-US)(2 March 2021).
- ↑ The Open Beta Testing of Enlisted has begun! - News - Enlisted.
- ↑ Operation.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel