Enkadenn etre India ha Pakistan 2019
Neuz
An enkadenn etre India ha Pakistan 2019 zo un enkadenn vilourel e Kachmir. D'ar 14 a viz C'hwevrer, ur sponter eus Jammu ha Kachmir en doa lazhet 40 archer indian. Sammet e oa bet an dagadenn a oa bet gant ar strollad djihadourien bakistanat Jaish-e-Mohammed. Pakistan en doa kondaonet an dagadenn ha dikslêriet ne oa ket kiriek d'an torfed.
D'ar 26 a viz C'hwevrer, Aerlu India (Indian Air Force) en devoa bombezet kampoù gouroniñ sponterien war al linenn surentez e Kachmir, ar c'hentañ gwech abaoe Brezel India-Pakistan 1971. India he deus disklêriet e oa bet lazhet 350 sponter, ar pezh zo bet nac'het gant tud ar vro.