Mont d’an endalc’had

Enez Bell (Inizi Grey)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Enez Bell (Douar-Nevez-ha-Labrador).
Kartenn gozh o tiskouez Enez Bell ("Belle I.") hag Enez Groais ("Groais I.") en tu-dehoù. Pelloc'h en norzh e weller Belle Isle ("Belle I.").

Enez Bell (Bell Island e saozneg) zo unan eus div enezenn an Inizi Grey, er biz d'an Douar-Nevez. Didud eo.

Anvet e voe Belle-Isle gant ar besketaerien vreizhat diwar anv gallek ar Gerveur. Saoznekaet e voe an anv e Bell Isle en XXvet kantved, ha goude e Bell Island.

Un Enez Bell all a zo en Douar-Nevez, muioc'h er su. E penn norzh an Douar-Nevez ez eus un enezenn all anvet Belle Isle.

Er biz d'an Douar-Nevez emañ Enez Bell, e-tal ar Meurvor Atlantel. A-vaez da aod reter Ledenez vras norzh an Douar-Nevez emañ, lec'h ma'z eus ur gêriadenn anvet Conche. Gant an enezenn dostañ, Enez Groais, ez a d'ober an Inizi Grey.

Torgennek eo an enezenn, 152 vetr eo al lec'h uhelañ.

Enez Bell hag Enez Groais eo an div «belles îles» a voe diskoachet e 1534 gant Jakez Karter[1].

Merdeet en doa James Cook a-vaez d'an inizi-mañ d'ar 4 a viz Gouere 1754[2].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. William Baillie Hamilton: Place Names of Atlantic Canada, embannadur Gwask Skol-veur Toronto, 1996, p. 210
  2. Frank McLynn: Captain Cook. Master of the Seas, embannadur Gwask Skol-veur Yale, 2011, p. 53

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]