Enez Bell (Bae ar Grouidigezh)
Enez Bell (Bell Island e saozneg, Île Bell e galleg) zo un enezenn e Bae ar Grouidigezh a-vaez da ledenez Avalon en Douar-Nevez, e Kanada. 9,7 km hirder ha 3,5 km ledander zo dezhi, hag ur gorread a 34 km² he deus. He isdouar zo savet diwar maen-krag ha skist ordovisian gant hematit ruz. Mengleuzioù bras houarn e oa gwechall.
En enezenn emañ teir c'humuniezh, Wabana eo ar gêr vrasañ anezho. Gouarnamant ar broviñs Douar-Nevez ha Labrador a ra war-dro ur servij lestr-treizh pemdeziek etre an enezenn ha kêr Portugal Cove–St. Philip's oc'h implijout al listri MV Flandrez pe MV Legionnaire. Implijet e vezont dreist-holl gant an dud a labour e rannvro meurgêr Sant-Yann, kêr-benn an Douar-Nevez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An annezidi europat kentañ a oa en em staliet en XVIIIvet kantved ha bevañ a raent diwar al labour-douar hag ar besketaerezh, gant an enezenn o kaout un armerzh emvevañ e-pad ul lodenn vras eus an XIXvet kantved. Ar c'hentañ trevadenner enrollet a oa ur Saoz, Gregory Normore, e 1740[1].
En em ledanaat a reas an armerzh kalz e-kerzh ar bloavezhioù 1890 pa grogas mengleuziañ kailh houarn e-kichen kumuniezh Wabana.
Dont a ra Wabana da vezañ ar gumuniezh vrasañ war an enezenn hag ar vengleuz a zeu da vezañ unan eus brasañ produerien kailh houarn e biz Norzhamerika. En em astenn a ra ar mengleuzioù dindan foñs ar mor e Bae ar Grouidigezh, ar pezh a grou unan eus ar mengleuzioù houarn dindanvor brasañ er bed.
Kaset e vez an darn vrasañ eus kailh an enezenn eus lec'hioù kargañ da Sydney e Skos-Nevez, ma vez teuzet en un direrezh. Perc'hennet e oa labouradeg houarn Sydney ha mengleuz houarn Enez Bell da Dominion Steel and Coal Company (DOSCO), a oa unan eus an implijerien brevez brasañ e Kanada d'ur mare bennak.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou ganol QF 4,7 daou veutad B Mark IV a voe staliet war Enez Bell e penn-kentañ an Eil Brezel-bed. Gwelet e vez o fustoù c'hoazh hiziv an deiz.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe taget trakerioù er fes, kailh houarn en o strad, gant gant listri-spluj alaman U-boot 513 ha 518 d'ar 5 a viz Gwengolo ha d'an 2 a viz Even 1942. [2],[3]. Pevar lestr a voe beuzet ha 70 martolod a gollas o buhez :
- SS Saganaga
- SS Lord Strathcona
- SS PLM 27
- SS Kastell ar Roz
Ouzhpenn ar pevar lestr-karg, un dorbedenn alaman direizh a skoas ivez kae kargañ mengleuz houarn DOSCO war an douar. Ur monumant a zo a-us da dourioù Lance Cove, e-lec'h m'emañ ar peñseoù un nebeud kant metrad diouzh an aod. Enez Bell zo unan eus an nebeut lec'hioù e Norzhamerika ma oa bet taget gant an enebourien war-eeun e-pad ar brezel, hag al lec'h nemetañ e Norzhamerika ma oa bet taget e zouar gant nerzhioù Alamagn e-pad an Eil Brezel-bed.
Serriñ ar vengleuz houarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma oa un obererezh dindanzouar e kouste kalz ober gant mengleuz houarn an enezenn. E-kerzh ar bloavezhioù 1950 e voe dizoloet lod eus brasañ gweleadoù kailh houarn war-c'horre e biz Kebek hag e kornôg Labrador. Da heul sevel Hent-houarn Aod Norzh ha Labrador e dibenn an dekvloaziad e teuas kailh houarn an enezenn da vezañ dic'houest da genstrivañ.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 e kroge greanterezh an houarn hag ar glaou en Enez ar C'hab Breton da vezañ gwanaet dirak ar c'hevezerezh estren. E 1966 e voe rediet d'ar greanterezh houarn e Sydney ha d'ar mengleuzioù glaou amezek da serriñ. Er memes koulz e paouezas ar mengleuzioù houarn e Wabana.
Armerzh Enez Bell diazezet war ar danvezioù mengleuziet a voe gwall skoet gant ar serriñ, ar pezh a lakaas an annezidi da zivroañ kalz. Lod a zeas da chom e meurgêr Sant-Yann. E-kerzh an dekvloaziadoù diwezhañ ez eus bet un emdroadur en-dro dre ma'z eus bet savet lojeizoù war Enez Bell evit degemer an annezidi a fell dezho beajiñ gant al lestr-treizh (20 munutenn pep tu) betek Portugal Cove ha mont da labourat er gêr.
Dourioù kaer ha gwarezet ar bae a ro lañs d'ar bageal evit ar blijadur keit a m'emañ o kreskiñ kumuniezhioù ar c'horn-bro tro-dro da Conception Bay South e-kichen.
Boum Enez Bell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 2 a viz Ebrel 1978 e voe gwalleget tiez zo hag o gwiadoù tredan tro-dro gant un darzhadenn greñv. Daou doull e stumm ur gib a verke an taol. Meur a skinweler e Lance Cove, ar gumuniezh tro-dro, a darzhas pa voe taget. Da gentañ e oa bet soñjet e oa bet kaoz eus foeltr-boulenn[4]. Ar veteorologourien a embannas ne oa ket doareoù an amzer d'ar mare-se a-du gant luc'hed. Klevet e oa bet ar bang 55 kilometr pelloc'h e Cap Broyle. C'hoarvezet eo bet an taol e rannvro Bickfordville, e tu mervent an enezenn.
Enklasket e oa bet an darvoud gant John Warren ha Robert Freyman eus Labourva Skiantel Los Alamos, e Mec'hiko-Nevez. Krediñ a reer e oant kannadourien-arme o klask gouzout hiroc'h diwar-benn un amprouenn armoù kuzh, abalamour d'o lec'h labour. Koulskoude, o respont d'ar roadennoù bet resevet gant loarelloù Vela, e oant o klask gouzout hiroc'h diwar-benn ur « superbolt » - ur flamm bras-kenañ, gant ur padelezh dreist-ordinal : war-dro ur vilvedenn eus an eilenn.
Un teulfilm skignet war History Channel diwar-benn an armoù luskoù tredanwarellek en deus enklasket diwar-benn ar fed e c'hallje an darvoud bezañ bet disoc'h arnodoù kuzh-tre. Lavaret eo bet e oa ar gouarnamant soviedel pe an hini stadunanat a-dreñv an "taol" hag e oa bet lakaet e pleustr skinoù energiezh uhel en ionosferenn a oa bet dedennet gant an houarn er mengleuzioù dilezet. Er podkast Skeptoid "The Bell Island Boom", an aozer Brian Dunning en deus nac'het an deorienn-se, o lavarout ne grouont ket mengleuzioù-houarn an enezenn ur maez magnetek[5].
D'an 23 a viz Ebrel 2019, kantadoù a dud war Enez Bell o deus klevet un "darzhadenn greñv" heuliet gant krenadennoù bet santet betek dek milmor pelloc'h e Harbour Grace. Kazi diouzhtu e voe kavet an abeg da vezañ un tamm mein bras-meurbet torret diouzh lodenn norzh an enezenn hag a skoas war an douar hag ar mor gant nerzh bras. Faoutoù bras, betek 45 sm ledander a oa bet gwelet er rannvro e-kerzh ar bloavezhioù kent an diskar, ha lakaet e oa bet panelloù o kemenn d'ar weladennerien chom pell diouzh lec'hioù distabil. An darvoud-se a lakaas diskred war lod eus abegoù « boum Enez Bell » orin.
Ergerzhadeg mengleuziañ da Enez Bell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steve Lewis, ur splujerez barrek war ar c'hevoù, ur splujer war ar peñseoù, hag ezel eus The Explorers Club, a oa e penn ur skipailh a luc'hskeudennas hag a brizias mengleuz Bell Island evit "stad, surentez ha talvoudegezh" an enklaskoù da zont e 2006. [6],[7],[8]. D'ar 4 a viz C'hwevrer 2007 e varvas Joseph T. Steffen, ezel eus an ergerzhadeg, gant un emboliezh aer e-pad ma oa o splujañ er vengleuz.[9],[10]. Kenderc'hel a reas ar raktres daoust da goll an ergerzher-se[11] hag izili ar skipailh a zeuas a-benn da lakaat war-dro daou gilometrad a "orjalenn splujañ" ha da enrollañ meur a artifakt eus ar mengleuz[12],[13]. O danevell a ginnigas ivez da Gevredigezh Glad Enez Bell titouroù pouezus diwar-benn an artefaktoù lezet war-lerc'h e dibenn an obererezhioù mengleuziañ e 1966[6],[14].
Radio Enez Bell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 5 a viz Du 2012, CJBI-FM (Radio Bell Island) en deus resevet asant Kuzul Kanada ar Radio-Skinwel hag ar Pellgehentiñ evit ober gant ur skingomz FM kevredigezhel nevez a c'halloud izel war an enezenn[15].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Patrom:Levr
- ↑ Bell Island Sinkings
- ↑ The U-Boat Attacks on the Bell Island Ore Ships in 1942
- ↑ Patrom:Ouvrage
- ↑ Özdemir, Ö.; Deutsch, E. R., "Perzhioù magnetek ar mengleuz houarn oolitek war Enez Bell, Douar-Nevez," Earth and Planetary Science Letters, Volume 69, Issue 2, pp. 427–41.
- ↑ 6,0 ha 6,1 Historic dive made "below the bell", Bell Island Heritage Society and Ocean Quest Adventure Resort, p. 14
- ↑ Patrom:Pennad
- ↑ Bell Island Expedition "Mine Quest": Our Personnel
- ↑ U.S. diver dies while exploring flooded mine, CBC News, 2007-02-04
- ↑ Air embolism killed Bell Island diver: autopsy, 2007-02-07
- ↑ Bell Island adventurers resume dive in wake of death, CBC News, 2007-02-06
- ↑ Map showing approximate location of lines and places of interest
- ↑ Mine Quest – Diving the Mines of Bell Island
- ↑ Mining History, Bell Island Heritage Society
- ↑ Strollad radio kumuniezh izel-tredan e Bell Island
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aids to Navigation Canadian Coast Guard
- History Channel Documentary on Bell Island & Electromagnetic Warfare