Mont d’an endalc’had

Enepspierezh

Eus Wikipedia
enep-spierezh
Iskevrennad eusoccupational activity Kemmañ
Pleustret gantajant titouriñ Kemmañ

Enepspierezh a vez graet eus hollad an obererezhioù a glask gwareziñ ur vro gant un ajañs titouriñ enebet ouzh servijoù titouriñ broioù all[1]. Ledan eo an dachenn hag ouzhpenn rastellat titouroù ez eus ivez obererezhioù spierezh, moc'hata, lazhadennoù... An holl obererezhioù-se a vez sevenet gant, evit, pe a-enep nerzhioù estren, aozadurioù pe hiniennoù.

Kalz broioù o deus meur a aozadur hag a zo kerfidiet gant ul lodenn eus an enepspierezh nemetken, evel an titouriñ en tiriad broadel, titouriñ en estrenvro, hag an enepsponterezh. E lod stadoù ez eo an enepspierezh ur skourr eus ar polis, evel e Stadoù-Unanet Amerika gant ar Federal Bureau of Investigation (FBI). E broioù all ez eus aozadurioù dizalc'h, evel er Rouantelezh-Unanet gant an MI5. E broioù all c'hoazh eo kendeuzet ar spierezh hag an enepspierezh en un aozadur nemetken, evel e Kanada gant ar Canadian Security Intelligence Service (CSIS).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Johnson, William (2009). Thwarting Enemies at Home and Abroad: How to be a Counterintelligence Officer. Washington DC : Georgetown University Press. 2 p.