Mont d’an endalc’had

Endometrioz

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Gwelet e voe an endometrioz evit ar wech kentañ dindan ur mikroskop gant Carl von Rokitansky e 1860. Met studiañ a reer c'hoazh an endometrioz rak ur c’hleñved liesfaktoriel eo ha n'eo ket bet termenet c'hoazh an holl abegoù.

Endometrioz
class of disease
Iskevrennad eusfemale reproductive system disease, endometrial disease, kleñved Kemmañ
Arvezwomen's health Kemmañ
Dibarder mezegelgynaecology Kemmañ
Anatomical locationKof, Lestr Kemmañ
Genetic associationPDE1C, IL33, VEZT, KSR2, GREB1 Kemmañ
Hashtagendometriosis Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/endometriosis Kemmañ
ICD-9-CM617, 617.9, 617.8 Kemmañ
ICPC 2 IDX99 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC3014 Kemmañ


Miz Meurzh eo miz ar c’hizidikaat evit an endometrioz ha d’an 28 a viz Meurzh e vez lidet deiz kizidikaat an endometrioz.

Ur c’hleñved-padus eo an « endometrioz ». Ur c’hleñved tanijenn hag a douch tamm pe damm ur plac’h war 10 pe 1plac’h war 7, peogwir n’emaint ket an holl diagnostiket. Tro-dro 190 milion a merc'hed zo tapet gant ar c’hleñved-mañ er bed ha 2 vilion e Frañs.

An holl maouezed n’ho deus ket bewech simptomoù. Ouzhpenn da se, kalz a valeerezh mezegel zo, un nebeud medisined a anavez mad an endometrioz. Abaoe 2021 nemetken eo an endometrioz e programm studioù medisined. Neuze ar sifroù a zo uheloc’h sur a-walc’h

Petra eo an endometrioz ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c’hleñved tanijenn badus eo an endometrioz, emañ al lezioù e-maez kavenn ar mammog. Met, pa emañ al lezionoù, ar gloazadurioù e-barzh ar mammog anvet e vez se an «adenomyoz ». Termenet eo an endometrioz evel bezañs gwiadoù heñvel ouzh gwiskad ar mammog a vo levezonet gant kemmoù hormonel e-pad pep kelc'hiad mizioù da heul. Neuze e-pad ar c’helc’hiad ar gwiadoù heñvel ouzh gwiskad ar mammog  a kendalc’h da heuliañ ar c'helc'hiad miziek ha dre-se e vez kollet gwad ganto. Ar pezh a grou gloazioù rak ne c'hell ket ar gwad bezañ skarzhet. Lec'hiet eo ar c'hleñvedoù endometrioz dreist-holl e-barzh ar c'hof, hag e vez gwallet dreist-holl an organoù e-kichen ar mammog. Gallout a reont ivez en em astenn betek ar c'hof, an diafragma. A-wechoù, e c'hellont tapout organoù pell, evel an avu, ar skevent pe an empenn.

Meur a zoare zo da gompren penaos e teu ar c'hleñvedoù war wel, met n'eus netra resis. Roll ar mikrobiot, efed an disrannerien endokrin, an emzalc'h, ar genetik hag an epigenetik a zo holl hentoù a vez studiet bremañ met n'int ket bet tizhet o disoc'hoù c'hoazh. Ar stummoù liesseurt a endometrioz a respontfe moarvat da abegoù liesseurt, ur meskaj teoriennoù disheñvel, pe e vefe ar metaplaziezh, teorienn ar c'helligoù embrionel pe hiniar reflux. Evit hini ar reflux, lavaret e vez er gwad-se e kaver kelligoù endometriel, tammoù eus gwiskad ar mammog, hag a enframmo, e-lec'h bezañ distrujet gant ar reizhiad emzalc'h, ha goude-se, dindan efed ar stimuladur hormonel da-heul, e kresko en organoù tost (peritoneom, ovarenn, troad-falopian, bouzelloù, gwazhienn, diafragm...). Gallout a ra bezañ hep arouezioù, met gallout a ra ivez degas poan, a-wechoù dic'hallus.

A-raok e veze komzet eus fazennoù evit stadañ ar c’hleñved, met bremañ e vez komzet eus tip, seurt. Da neuze bez ez eus 3 seurt a endometrioz :

- Endometrioz war-gore : eo ar c'hleñvedoù a vez kavet ar muiañ moarvat, ha lec'hiet int e live ar peritoneom. Lezioù bihan, gant un donder aloubadeg na dremeno ket 5 mm eo ar re-mañ.

- Endométrioz don : a glot gant lezioù a ya en-dro betek muioc'h eget 5 mm dindan gorre ar peritoneum (alies e vint kavet war ar ….

- Endometriz lieskstek : an endometriom ovariek zo ur c'hist ovariek aroueziet gant un endalc'had liñvenn. Kemmañ a reont o ment, eus un nebeud mm da meur a cm, n'int ket ar c'hleñvedoù-se kistoù e-barzh an ovarioù evel kistoù ovariek all.

Stummoù endometrioz ez-pelvek zo ivez (endometrioz diafragmatek ha torakel dreist-holl). 15% eus ar merc'hed gant endometrioz digeriñ o deus lezioù war an diafragma.

Diagnostikañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit gouzout m’a peus an endometrioz hag evitkaout un diagnostik ret eo ober bizitoù.

Ar re voaz a zo an :

  • ekografiazh abdomenel pelvik
  • MRI

Hervez alioù an Aotrouniezh Uhel evit ar Yec'hed (AUY) eo an ultrason pelvik an arnod kentañ evit diagnostikañ an endometrioz. Evel eil dibab e vez kinniget an MRI. Ret eo d'an testenioù skeudenniñ-se bezañ graet gant radiologourien desket war an endometrioz.

  • Ar c’hoelioskopiezh zo un argerzh surjianerezh a gadarn an endometrioz.
  • Bremañ abaoe un nebeud amzer be emañ an test haloeg (test salivaire), anvet « Ziwig Endotest », an a zo interpretet gant un naouegezh alvezel.

Priziet eo padelezh keitat un diagnoz da 7 vloaz. Ha pa ne vefe ket gwelet al lezioù, ne dalvez ket n'eus hini ebet. Ouzhpenn-se, e-touez ar merc'hed yaouank, eo diaesoc'h detektiñ al lezioù. Ral a wech e vez roet MRIoù gant ar vedisined a-raok 17 vloaz. Alies e vez kavet ar merc'hed en ur fazi diagnostik, ne vez ket dizoloet ar c'hleñved, mont a reont eus un tretadenn d'egile, hini ebet anezho n'eo reizh. Pouezus eo lakaat war well ar fed e c'hall diagnostik an endometrioz padout pell ha ret eo alies kenlabourat meur a arbennigour, evel ar ginekologourien, ar radiologourien hag ar surjianed.

An holl merc’hed o deus azonoù disheñvel, diouzh pep den, eus faktorioù zo. Bez’ ez eus kalz a azonoù met setu ar re a vez gwelet lies a wech :

  • poanioù e-pad an amzerioù pe
  • poanioù kof
  • troubl esmoriñ
  • c’hwedenn/ rechetiñ
  • skuizhder padus
  • poan e-pad an darempredoù revel
  • troubl troazañ
  • poan kroazell
  • poan garr, pounnerded
  • fallaenn abalamour d’ar boan
  • difrouezh

Bez ez eus kalz a simptomoù, azonoù all, kazioù raloc’h, pa emañ ledanaet ar c’hleñved, ar c’hlañvour a c’hell kaout poan (er brusk...)

Tretamant :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus tretañ resis ebet evit an endometrioz evit ar mare, daoust ma c'hall an hormonterapiezh ha/pe ar surjianerezh paouez gant mont war-raok ar c'hleñved-se e-pad meur a vloaz hervez ar c'has. An tretamantoù a servij da wanaat ar boan ha da noaziañ an endometrioz met ket da bareañ ar c’hleñved.

Tretamantoù zo lakaet e-plas ouzhpenn al louzoù-poan hag a c’hell servij da wanaat ar boan evit tud klañv zo

Tratamantoù evit gwanaat ar boan :

  • pilulenn : tretañ gant hormonoù evit mirout ouzh an amzerioù. Ur c'hleñved diouzh an hormonoù eo an endometrioz... Ret eo neuze tennañ diouzh ar c'horf an hormon a vo maget kelligoù an endometriezh : an estrogen. Met ar piluloù gant estrogen ne dalvezont ket evit an holl merc'hed, setu ez eus piluloù ispisial evit an endometrioz a zo dienogest enno.
  • Ar pareañ artifisiel evit ar paouez mizioù : ma an tratamantoù all n’ho deus ket a efed tu zo lakaat ar pasiant gant ar paouez mizioù artifisiel
  • Tretañ dre surjianerezh : Pa c'hwit an tretañ mezegiezh e c'haller kinnig un oberatadenn. An oberatadenn a zo gant ar pall tennañ an nodulennoù hag al lammoù evit mirout ouzh an adkregiñ a c'hallfe bezañ, Ar c’hoelioskopiezh zo un teknik surjianerezh a aotre mont e-barzh diabarzh ar c'hof dre droc’hoù bihan e moger ar c'hof. Graet e vez an argerzh-mañ evit diagnostikañ met tretañ an endometrioz ivez.

Kaout un doare bevañ gwelloc’h a sikour, debriñ d’un doare kempouez, evañ ha kousk a-walc’h…a sikour da gaout azonoù gwanoc’h. An terapiezh evel an osteopatiezh, fizioterapiezh, dihuniñ (emhipnoz, sofrologiezh), obererezh korfel azasaet evel ar yoga… A c’hell sikour ivez.

N'eus ket “unan” met “meur a” endometrioz. Pep den a zo dibar ha respont a ra en un doare disheñvel d'an tretañ dre louzoù ha d'ar surjianerezh ha d'an teknikoù hep medisined ha kempoell.

Liamm gant ar boued :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a vaouezed hag o deus ar c’hleñved padus-se o deus ivez patologiezhioù all evel hini ar c’holon buanek, real eo. Boued zo a zo enflammus, ar gluten, sukr, alkool, kig ruz… Neuze lakaat a ra da greskiñ an danijenn. Bouedoù enep-enflammus zo a c'hell digreskiñ an enflammañ ha, dre-se, gwellaat simptomoù an endometrioz. Neuze, debriñ gwelloc’h pe strizhoc’h a c’hell sikour.

https://endofrance.org/

https://www.ameli.fr/finistere/assure/sante/themes/endometriose

https://www.institutendometriose.com/lendometriose/les-types-dendometriose/

https://endome.fr/diagnostic-endometriose/

https://fr.wikipedia.org/wiki/Endom%C3%A9triose

https://www.endobreizh.com/

https://www.instagram.com/brezhoneg.bzh/p/DHwH4PciQtw/?__d=1&img_index=1