Emzifenn Sokrates (Platon)

Eus Wikipedia
Sokrates

E Emzifenn Sokrates, Platon a zanevell pledeoù Sokrates da geñver e brosez. An teir lodenn o deus pep a liamm gant ar marv. Sokrates en em zifenn dirak ar varnerien, met ivez dirak holl geoded Ateniz. Tamallet e oa outañ breinañ ar yaouankiz ha lakaat anezhi da zinac'hañ doueed ar geoded.

An tudennoù meneget en diviz zo Sokrates ha Meletos.

Kentañ prezegenn, diwar-benn kablusted Sokrates[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hentañ lodenn en em zifenn Sokrates oc'h ober anv eus komzoù an holl brosezerien. Diskar a ra an holl damalloù ofisiel…

Diarbenn a ra ar soñj e kinnig deskadurezh evit gounit arc'hant ha goude se e tispleg ne c'hall ket krediñ en doueed rak hervezañ ez eo an doueed-se, Apollon peurgetket (en un diougan roet e Kerefon), o deus lakaet anezhañ da vont da brederour.

E fin al lodenn-se e vouezh ar varnerien ha ne zegemeront ket arguzennoù Sokrates war-bouez un nebeud mouezhioù (60 mouezh diwar 500 barner). Sellet e vez outañ evel kablus eus ar pezh zo tamallet outañ. Meletos, en anv an holl damallerien, a c'houlenn ma vo lakaet d'ar marv. Ret eo da Sokrates kinnig ur c'hastiz all hervez reizhiad ar prosezioù en Aten. Mouezhiañ a raio ar varnerien goude ar c'hastiz a vo roet da Sokrates.

Eil prezegenn, kinnig ur c'hastiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo da Sokrates kinnig ur c'hastiz, met nac'hañ a ra en deroù rak hervezañ e vefe anavezout ez eo kablus. Evel el lodenn gentañ e embann n'en deus graet ken rentañ servij d'ar geoded hag e lavar e tle ar geoded anaoudegezh vat dezhañ evit ar servijoù en deus rentet. E diwezh al lodenn-se, Sokrates, a istim e c'hall derc'hel da vezañ talvoudus da Aten, a ginnig d'ar varnerien ur c'hastiz skañv e-kichen an hini kinniget gant Meletos met a vent kenfeur d'e binvidigezh : ur min arc'hant. Kinnig a ra e vignoned reiñ tregont min dezhañ. Sokrates zo kondaonet d'ar marv ...


Trede prezegenn, diviz gant ar varnerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lodenn-se e komz Sokrates d'ar varnerien o deus kondaonet anezhañ da gentañ. Goude se e kinnig d'ar varnerien o deus mouezhiet evitañ da gaozeal gantañ. Kregiñ a ra un iviz diwar-benn ar marv. Kinnig a ra daou zoare da sellet ouzh ar marv, unan hollwashaer a argas hag unan gwellwelus. E houmañ e ra anv eus ur baradoz digor d'an holl dud, e lec'h m'o dije o zu da c'houlennata holl an dud veur eus istor o bro ha ma ne vijent ket kondaonet evit kelou-se, emezañ o c'hodisal.

Aes eo evidomp, gant an amzer, da welet diouzhtu direizhder ar prosez-se. Ne oa ket bras ar c'hemm etre Sokrates hag ar Sofisted hag e veze en-dro dezhañ tud koulzataer pe zoken treitourien (soñjal en Alkibiades)
Ma n'eo ket gwall gendrec'hus ha godisus emzifenn Sokrates (pe faeüs zoken e-keñver ar varnerien a nac'h lakaat da drueziñ outañ), ez eo marteze abalamour d'e youl da ziskouez ez eo pouezusoc'h ar mennozhioù evit ar vuhez, pe, hervez lod, abalamour ma'z eo erru 69 dija, ma n'en deus mann da goll ha ma c'hall evel se mervel gant enor.

Marv Sokrates gant David

Lakaet e vo Sokrates d'ar marv goude ar prosez-se. Roet e vo un evaj diwar gegid dezhañ da evañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Platon, Apologie de Socrate. Criton, traduction de Luc Brisson, Flammarion, Paris, 2005 (3ème édition, GF, n°848). ISBN 2-08-070848-1

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom:Wikisourcetexte