Emvod ar Gelted en Oriant

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Emvod Ar Gelted)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emvod ar Gelted en Oriant
festival sonerezh
Deiziad krouiñ1970 Kemmañ
Anv berrFIL Kemmañ
PrezidantJean-Paul Kihl Kemmañ
Merour/renerJean-Philippe Mauras Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadAn Oriant Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°44′44″N 3°21′41″W Kemmañ
Tachennsonerezh keltiek Kemmañ
Hashtaginterceltique Kemmañ
Miz ar bloazEost Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.festival-interceltique.bzh Kemmañ
Map

Emvod ar Gelted en Oriant[1], pe Festival Interceltique de Lorient e galleg, berraet e FIL, zo ur sizhunvezh festoù gant sonerezh ha dañs dreist-holl, da hanter Eost, hag a vez aozet e kêr an Oriant abaoe 1971. Bodet e vez bagadoù ha lazoù eus an holl vroioù keltiek, eus Galiza hag Asturiez, hag a-wechoù e vez pedet arzourien eus Aostralia, Kanada, Louiziana... ouzhpenn.

Anv brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Emvod ar Gelted eo an anv brezhonek hervez an aozadur, hag Emvod ar Gelted en Oriant evit an devezhioù gouel, met gallout a reer klevet ha lenn meur a anvadur all, en o zouez Gouelioù Etrekeltiek an Oriant hag a seblant bezañ an hini ledetañ.

2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pedet e oa bet Luz Casal, met n'hallo ket dont.

  • 800 000 den a vije bet hervez ar rener, a lenner e ouest-France ar 16 a viz Eost 2010.

2012[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozet e vo ur genstrivadeg danevelloù gant ar FIL[2] . E galleg hepken avat, dasout ma'z eo bet sinet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gantañ .

War ar seblant e vefe bet un tamm nebeutoc'h a dud en Oriant, e-pad ar festival etrekeltiek, pe e vefe da geñver an Nozvezhioù etrekeltiek pe vefe e straedoù kêr. — (Gouel etrekeltiek : Lidet eo bet Bro-Akadia, Ya!, niv. 375, Gwener 17 a viz Eost 2012, p. 1.)

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1981, oadet a 24 vloaz, e oa bet difennet groñs da Yann-Fañch Kemener kanañ en Emvod ar Gelted en Oriant dre ma oa eñ heñvelrevad. Padet e oa 7 vloaz an difenn tremen.[3]

Luc'hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anv brezhoneg hervez an aozadur, gwelet al lec'hienn ofisiel [1].
  2. https://web.archive.org/web/20120810133743/http://www.concoursaufildespages.com/le-reglement.cfm
  3. https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/rennes-hommage-emouvant-yann-fanch-kemener-6368296