Mont d’an endalc’had

Emsavadeg Praha

Eus Wikipedia
emsavadeg Praha
rebellion
Rann eusargadenn war Praha, May Uprising of the Czech people Kemmañ
Anvet diwarPraha Kemmañ
BroGwarez-stad Bohemia-Moravia, Republik Tchek Kemmañ
Lec'hPraha Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°4′43″N 14°26′4″E Kemmañ
Deiziad5 Mae 1945 Kemmañ
Map

Emsavadeg Praha (tchekeg: Pražské povstání) a oa bet un oberiadur-brezel gant luskad ar Rezistañs Tchek evit dieubiñ kêr Praha diouzh dalc'herezh an Alamanted e Mae 1945, e fin an Eil Brezel-bed. Ar c'hwec'h bloavezhiad dalc'herezh a oa bet a-raok a oa abeg d'ur c'hounnar enep alaman hag an argadennoù bliv gant ar Gevredidi eus al Lu Ruz hag an United States Army o devoa harpet ar rezistañs.

D'ar 5 a viz Mae 1945, e fin an Eil Brezel-bed en Europa, nerzhioù dalc'herezh an Trede Reich e Bohemia ha Moravia a oa bet taget dic'hortoz gant trevourien en un emsavadeg, pennoù ar Rezistañs Tchek a oa deuet war-wel evit ren an traoù. An Arme dieubidigezh rusian (ROA), un nerzh kenlabourer gant rusianed etnek, a oa troet hag a oa bet o harpañ an emsavidi. An nerzhioù alaman o devoa enebargadet, met gorrek e oa bet o argadenn rak barrikadennoù a oa bet savet gant ar rebelled. D'an 8 a viz Mae, pennoù an Tcheked hag an Alamanted o devoa sinet un arsav-brezel evit reiñ an tu d'an nerzhioù lu alaman da gilañ diouzh kêr, met lod eus ar Waffen-SS o devoa nac'het sentiñ. Kendalc'het e oa ar stourm betek an 9 a viz Mae, pa oa bet al Lu Ruz oc'h aloubiñ kêr ha moustrañ an nerzhioù alaman diwezhañ.

An emsavadeg a oa bet feuls, an nerzhioù alaman o devoa implijet trevourien tchek evel skoedoù-denel ha meur a lazhadeg a oa bet. An trede arme stadunanat renet gant George Patton a oa bet roet urzh dezhañ gant penn komandant ar Gevredidi Dwight D. Eisenhower da chom hep sikour an emsavidi tchek, ar pezh a oa bet un taol fall a-fed skeudenn ar Bloc'had Kornôgel e Tchekoslovakia goude ar brezel. Goude ar brezel e oa bet implijet an darvoud evel un arouez eus ar rezistañs tchek ouzh an nazied, hag an dieubidigezh gant al Lu Ruz a oa bet implijet alies gant Strollad Komunour Tchekoslovakia evit degas ur sell mat warnañ.