Mont d’an endalc’had

Emsavadeg Kronstadt

Eus Wikipedia
Emsavadeg Kronstadt
emsavadeg
Rann eusBrezel diabarzh Rusia Kemmañ
StadRepublik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia Kemmañ
Lec'hKronstadt Kemmañ
Daveennoù douaroniel60°0′45″N 29°44′1″E Kemmañ
Deiziad1921 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Meu 1921 Kemmañ
Deiziad echuiñ18 Meu 1921 Kemmañ
Map

Emsavadeg Kronstadt (rusianeg: Кронштадтское восстаниe, Kronshtadtskoye vosstaniye) a oa un emsavadeg e 1921 gant martoloded ha fuzuilherien-vor[1] soviedat, harpet gant trevourien a-enep ar gouarnamant bolchevik e porzh rusian Kronstadt. Kronstadt, lec'hiet war Enezenn Kotlin e Pleg-mor Finland, a wareze ar gêr-benn, Petrograd (bremañ Sant-Petersbourg), evel bazenn ar Flodad Baltel. E-kerzh 16 devezh e miz Meurzh 1921, ar rebelled e kreñvlec'h morlu Kronstadt o devoa klasket enebiñ ouzh ar gouarnamant soviedat o devoa sikouret da staliañ. Renet e oa gant Stepan Petrichenko hag an emsavadeg diwezhañ e voe a-enep ren ar volcheviked war tiriad Rusia e-kerzh brezel diabarzh Rusia[2].

Dipitet gant hent ar gouarnamant bolchevik, ar rebelled - hag a oa bet meulet gant Leon Trotsky evel "enor ha fleurenn an dispac'h" - o devoa goulennet un toullad kemmoù : digresk galloud ar volcheviked, dilennadegoù nevez evit ar sovietoù (kuzulioù) evit degemer strolladoù sokialourien hag anarkourien, frankiz war dachenn an ekonomiezh evit ar beizanted hag al labourerien, reiñ lamm d'ar skourroù gouarnamant bureviadel krouet e-kerzh ar brezel diabarzh rusian, ha distro ar gwirioù keodedel evit renkad al labourerien[3]. Trotsky en devoa sinet an urzh da flastrañ an emsavadeg, met gant ur pazennadur, evit reiñ an tu d'ar vartoloded da baouez ganti, en ur c'helaouiñ anezho en a-raok e oa al Lu ruz o tont dezho. En desped da-se, ne oa ket bet-eñ o kemer perzh en oberiadurioù milourel nag en oberiadurioù mougañ hag a oa bet sevenet gant Felix Dzerzhinsky[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kronstadt and Petrograd in 1917
  2. Guttridge, Leonard F. (2006). Mutiny: A History of Naval Insurrection. Naval Institute Press. 174 p. ISBN 978-1-59114-348-2. 
  3. Kronstadt Rebellion, Kronstädter Aufstand In: Dictionary of Marxism, http://www.inkrit.de/e_inkritpedia/e_maincode/doku.php?id=k:kronstaedter_aufstand
  4. (2009) Stalin's Terror of 1937–1938: Political Genocide in the USSR (in en). Mehring Books. ISBN 978-1-893638-04-4.