Emsav Flamank

Iskevrennad eus | broadelouriezh sevenadurel ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Flandrez ![]() |
Stad | Belgia ![]() |
Emsav Flamank (izelvroeg: Vlaamse Beweging) a vez graet eus hollad ar strolladoù politikel ha sevenadurel eus Belgia er rannvro Flandrez hag un tammig e Flandrez C'hall. A-fed mennadoù politikel e vez lakaet en emsav-se an holl strolladoù a zifenn, a ziorren ar sevenadurezh flamank hag ar yezh izelvroek kement hag an holl aozadurioù pe strolladoù politikel a zifenn mennad un emrenerezh ledanoc'h evit Flandrez e Belgia. Ennañ ez eus ivez broadelourien a glask disrannañ Flandrez diouzh Belgia, pe dre dont da vezañ ur stad dieub pe dre bezañ staget ouzh an Izelvroioù dre mennad an "Izelvroioù meur" (Dietsland).
En XIXvet kantved, an Emsav flamank a oa dreist-holl unan brogarouriezh sevenadurel hag a lide an hengounioù flamank kement hag an Istor en ur glask kaout un ingalded evito er Stad velgiat. Alies e oant harpet gant an Iliz katolik. Deuet e oa brav an traoù evit an emsav flamank ha tizhet e oa bet darn eus ar palioù, met goude ar C'hentañ Brezel-bed e oa deuet da vezañ kalz radikaloc'h dreist-holl war an dachenn bolitikel. Awenet e oa bet gant an aotrouniegezh hag ar mennozhioù faskour eus Italia. Tizhet don e oa bet goude an Eil Brezel-bed dre ma oa bet o kenlabourat gant an dalc'herien nazi e-kerzh dalc'herezh alaman Belgia. Deuet eo a-benn da zistreiñ kreñv memestra goude ar brezel gant ar Volksunie (1954–2002) hag adkemeret ez eus bet ul lod eus mennozhioù an emsav er strolladoù politikel all eus Flandrez. An emsav flamank a zo renet gant an tu dehoù. An aozadurioù eus an tu dehoù pellañ ha broadelour evel ar Vlaams Belang, Voorpost, Nationalistische Studentenvereniging (Unvaniezh ar Studierien Vroadelour), a zo kreñv-mat er vuhez politikel. En tu kleiz, ar strollad galloudusañ eus an emsav eo ar strollad sokialour ha dizalc'hour Vlaams-Socialistische Beweging.
Bez ez eus ivez strolladoù siouloc'h ha galloudus evel an N-VA, Nieuw-Vlaamse Alliantie, eus an tu dehoù mirour hag a gemer perzh alies e gouarnamantoù Flandrez. E miz C'hevrer 2025 eo bet anvet Bart De Wever, un ezel eus ar strollad, evel kentañ ministr Belgia. Lies eo ivez an aozadurioù er-maez eus ar jeu parlamantel, darn anezho a zo ezel eus an Overlegcentrum van Vlaamse Verenigingen (OVV, kreizenn kuzuliadenn ar c'hevredigezhioù flamank). E-touez ar re-se eo ar Vlaamse Volksbeweging (VVB, luskad ar bobl flamank) hag a zo an hini galloudusañ.