Mont d’an endalc’had

Emsav (darvoud)

Eus Wikipedia

Un emsav pe emsavadeg a vez graet eus ur rebellion feuls hag armet gant strolladoù tud, armet-skañv, oc'h implij strategiezhoù guerilla pe sponterezh a-enep un aotrouniezh galloudusoc'h[1][2][3]. Emsavidi a reer eus an dud a gemer perzh en un emsavadeg. Etre an emsavidi hag ar galloud a dalont outañ e vez alies ur stourm asimetrek: nerzhioù direoliek enebet ouzh un nerzh ledanoc'h, armet-mat, arme reoliek ur Stad[4]. Dre ma'z eo ur stourm asimetrek, an emsavidi a glask chom hep bezañ engouestlet e emgannoù bras tal-ouzh-tal, gwelloc'h eo dezho bezañ kuzhet e-touez an drevourien (alies war ar maez) ha klask a reont en em ledañ goustadik en ur sevel ur galloud nevez milourel ha politikel[4] Harp ar boblañs dre c'hoant pe rediñ a zo ur rediñ evit ma vije galloudus un emsavadeg.[4][5].

Un emsavadeg a c'hell bezañ talet outi gant doareoù ar brezel enebemsavadeg, met ivez dre obererezhioù politikel, ekonomikel ha sokial a bep seurt[6]. Dre ma vez kemmesket an emsavidi e-touez an drevourien, an emsavadegoù a zegas alies oberoù feuls a-enep an drevourien (a-berzh ar Stad pe an emsavidi hag a-wechoù gant an daou)[4]. Doareoù moustrañ an emsavadegoù gant ar Stadoù a zegas alies feulster diroll, dreist-holl en tiriadoù suj d'an emsavidi hag ar feulster-se a zo unan war an drevourien pe dre ma 'z int o vevañ war an tiriad pe dre ma vezont tizhet gant feulster an emgannoù. Disheñvel e vez an emsavadegoù diouzh ar sponterezh dre ma vez klasket kontrolliñ an tiriad ent-politikel kentoc'h eget implij ar feulster diroll[7] ;en desped da-se e c'hell bezañ diaes ober un diforc'h pa vez kaoz eus un emsavadeg gant kadoniezhoù sponterezh (gwalldaolioù emlazh da skouer).

Pa vez un emsavadeg o treiñ en ur rebellion armet, gellout a ra chom hep bezañ anvet emsavadeg dreist-holl pa vez ur stad a vrezel etre un nerzh emsavet hag ur stad pe meur a hini. Da skouer, e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Stadoù Kengevreet Amerika ne oa ket anavezet evel ur Stad wirion, met gwelet e oa evel un nerzh brezelour memestra. Dre-se listri-brezel ar re Gengevreet o devoa ar memes gwirioù ha re an Unvaniezh e porzhioù an estrenvro[8][9][10].

A-wechoù e vez meur a emsavadeg war ar memes-tro er memes tiriad pe bro. An emsavadeg en Irak a zo ur skouer eus ur gouarnamant hervez lezenn ha degemeret en un doare etrebroadel enebet ouzh bezenoù emsavet lies[11]. Bet e oa emsavadegoù istorel all evel Brezel diabarzh Rusia, ma oa bet ivez meur a emsavadeg enebet ouzh nerzhioù ar gouarnamant kentoc'h eget ur brezel etre div gostezenn. E-kerzh Brezel diabarzh Angola e oa daou du pennañ: MPLA hag UNITA. War ar memes-tro e oa un emsavadeg disrannour o c'houlenn dieubidigezh rannvro Kabinda hag a oa hini an FLEC. Degouezhioù all zo ivez lec'h ma n'eus ket eus un aotrouniezh anat evel e-kerzh Brezel diabarzh Somalia, dreist-holl er bloavezhioù 1998-2006, pa oa tarzhet ar vro e lodennoù tost emren pep hini evel stadoù bihan, ha pep hini o vrezeliañ a-enep reoù all hervez an emglevioù savet etrezo.

Emsavadegoù trec'h abaoe 1900

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emsavadegoù bet trec'het abaoe 1900

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emsavadegoù n'eo ket echuet o stourmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2003) "Ethnicity, Insurgency, and Civil War". American Political Science Review 97 (1): 75–90. DOI:10.1017/S0003055403000534. ISSN 1537-5943
  2. Lewis, Janet I. (2020). How Insurgency Begins: Rebel Group Formation in Uganda and Beyond. Cambridge University Press. 17–18 p. DOI:10.1017/9781108855969. ISBN 978-1-108-47966-0. 
  3. (2010) "International System and Technologies of Rebellion: How the End of the Cold War Shaped Internal Conflict". The American Political Science Review 104 (3): 415–429. DOI:10.1017/S0003055410000286. ISSN 0003-0554
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 (2011) "Aerial Bombing and Counterinsurgency in the Vietnam War". American Journal of Political Science 55 (2): 201–218. DOI:10.1111/j.1540-5907.2010.00498.x. ISSN 1540-5907
  5. Kalyvas, Stathis N. (2006). The Logic of Violence in Civil War, Cambridge Studies in Comparative Politics. Cambridge : Cambridge University Press. DOI:10.1017/cbo9780511818462. ISBN 978-0-521-85409-2. 
  6. Ar poentoù-se a vez lakaet mat war-raok e labourioù niverus hag a bled gant an enebemsavadegoù, evel gant Peter Paret, French Revolutionary Warfare from Indochina to Algeria: The Analysis of a Political and Military Doctrine, Pall Mall Press, London, 1964.
  7. "The A to Z of military terms" (in en). 
  8. Hall, Kermit L. The Oxford Guide to United States Supreme Court Decisions, Oxford University Press US, 2001, (ISBN 978-0-19-513924-2) p. 246 "In supporting Lincoln on this issue, the Supreme Court upheld his theory of the Civil War as an insurrection against the United States government that could be suppressed according to the rules of war. In this way the United States was able to fight the war as if it were an international war, without actually having to recognize the de jure existence of the Confederate government."
  9. Staff. Bureau of Public Affairs: Office of the Historian -> Timeline of U.S. Diplomatic History -> 1861–1865:The Blockade of Confederate Ports, 1861–1865, U.S. State Department. "Following the U.S. announcement of its intention to establish an official blockade of Confederate ports, foreign governments began to recognize the Confederacy as a belligerent in the Civil War. Great Britain granted belligerent status on May 13, 1861, Spain on June 17, and Brazil on August 1. Other foreign governments issued statements of neutrality."
  10. Goldstein, Erik; McKercher, B. J. C. Power and stability: British foreign policy, 1865–1965, Routledge, 2003, (ISBN 978-0-7146-8442-0). p. 63
  11. Diaes e oa gouzout gant piv pe evit piv e laboure ar strolladoù engouestlet e-kerzh bloavezhioù kaletañ an emsavadeg e Brezel Irak, lod bezenoù oc'h harpañ ar gouarnamant nevez hag ar Stadunaniz ha kevredidi, ha lod all o vezañ enebet outo hag harpet gant broioù estren evel Arabia Saoudat hag a harpe Stad Islamek Irak.