Mont d’an endalc’had

Emil Erlenmeyer

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emil Erlenmeyer war-dro 1863.

Richard August Carl Emil Erlenmeyer, bet ganet e Wehen (Taunusstein) (Kengevread alaman d'ar mare-se) d'an 28 a viz Mezheven 1825 hag aet da Anaon en Aschaffenburg (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) d'an 22 a viz Genver 1909, a oa ur c'himiour alaman.

Gantañ eo e voe ijinet, e 1861, an orsel pikernek a zoug e anv hiziv an deiz c'hoazh.

Un orsel Erlenmeyer,
500 mL an endalc'had anezhañ.

Labourioù pouezus a gasas da benn, e 1880, war an enolioù (alkenoù ur fonksion alkool staget oute) hag int taotomerioù an aldehidoù hag ar setonoù emaint e kempouez kimiek gante : graet e vez Pennaenn Erlenmeyer eus ar stad-se.