Emglev Schengen
Neuz
Emglev Schengen
| Rann eus | Schengen acquis |
|---|---|
| Anvet diwar | Schengen |
| Lec'h | Schengen |
| Daveennoù douaroniel | 49°28′12″N 6°21′36″E |
| Embannadur | Q19124737 |
| Deiziad | 14 Mez 1985 |
| Deiziad talvoudegezh | 26 Meu 1995 |
| Depositary | gouarnamant al Luksembourg |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Schengen Agreement |

Emglev Schengen a zo ur skrid-emglev hag en deus roet lañs da Takad Schengen, un takad lec'h ma ne vez ket evezhiet an harzoù pe dost. Sinet e oa bet d'ar 14 a viz Even 1985, nepell diouzh kêr Schengen e Luksembourg, gant pemp eus an dek Stad a oa izili neuze eus Kumuniezh Ekonomikel Europa. Kinnig a ra an emglev un toullad diskoulmoù evit lakaat da dalvezout fin an evezhioù en harzoù etre ar broioù o deus sinet, evel reiñ an tu d'ar c'hirri da dreuziñ an harzoù hep paouez, reiñ an tu d'an annezidi o vevañ nepell diouzh an harzoù da dreuziñ aes e pep lec'h ha n'eo ket mui dre lec'hioù resis nemetken, hag ivez reoliadur unvanet politikerezh ar vizaoù.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ pennadoù 2, 6 ha 7 eus Feur-emglev Schengen, EUR-Lex; lennet d'ar 27 a viz Genver 2016.