Emglev Pariz war an hin
Emglev Pariz[1] zo ur feur-emglev etrebroadel redius evit azasaat ouzh ar cheñchamant hin, e emdroadur hag ivez evit o arc'hantaouiñ evel ma tere. Degemeret e oa bet gant 196 strollad e-kerzh ar C’HOP 21[2] e Pariz, d’an 12 a viz Kerzu 2015, ha lakaet e oa bet da dalvezout adalek ar 4 a viz Du 2016. E bal eo bevenniñ tommadur an hin d’ul live kalz izeloc’h eget 2°C, kentoc’h eget 1,5 derez Celsius e-keñver al live rakgreantel. Ar Stadoù-Unanet a yeas kuit eus an emglev e 2020, met adkemer a rejont anezhañ e 2021 a-raok mont kuit adarre e 2025, da-heul dilennadeg Donald Trump[3].
Evit lakaat ar pal gwrezverk-se da wir war hir dermen e fell d’ar broioù tizhout ar buanañ ar gwellañ barrenn vedel an dilaoskadurioù gazoù efed ti-gwer a-benn tizhout ur bed neptu a-fet an hin a-benn kreiz ar c’hantved. Mont a ra an Emglev en-dro hervez un argerzh iterativel : raktreset eo an degasadennoù termenet d’al live broadel evit bezañ izeloc'h-izelañ, betek tizhout an neptuegezh karbon a-benn 2050.

Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Adoption de l’Accord de Paris, Décision 1/CP.21. (diviz degemeret 12/12/2015)
- ↑ Petra eo Emglev Pariz ? (e galleg) : https://unfccc.int/fr/a-propos-des-ndcs/l-accord-de-paris
- ↑ Retrait des États-Unis de l’accord de Paris : Trump tourne le dos à l’urgence climatique (fr)(2025-01-14). Kavet : 2025-01-20.