Mont d’an endalc’had

Emglev Enep-Komintern

Eus Wikipedia
Emglev Enep-Komintern
Feur-emglev etrebroadel
Anv ofisiel共産「インターナショナル」ニ対スル協定及附属議定書 Kemmañ
Anv berr日独防共協定 Kemmañ
StadTrede Reich, Impalaeriezh Japan Kemmañ
Lec'hBerlin Kemmañ
A dalv evit tiriadTrede Reich, Impalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad25 Du 1936 Kemmañ
PerzhiadTrede Reich, Impalaeriezh Japan Kemmañ
SignatoryJoachim von Ribbentrop, Kintomo Mushanokōji Kemmañ
Law identifier昭和11年条約第8号 Kemmañ

An emglev Enep-Komintern,[1] end ofisiel an Emglev a-enep ar gomunouriezh etrebroadel[2] a oa un emglev enepkomunour sinet etre Alamagn nazi hag Impalaeriezh Japan d'ar 25 a viz Du 1936 hag ar pal a oa enebiñ ouzh ar gomunouriezh etrebroadel (Komintern). Sinet e oa bet gant ministr an aferioù estren alaman Joachim von Ribbentrop ha kannadour Japan en Alamagn Kintomo Mushanokōji[3]. Italia a oa bet o tont e-barzh an emglev e 1937 (a-raok e oa bet o sinañ an emglev italian-soviedel[4] gant ar pal enebiñ ouzh Hitler evit ul lodenn), met sellet a reer ouzh ar vro-se evel pa vije bet un ezel abaoe krouidigezh an emglev. Spagn hag Hungaria a oa bet ouzhpennet e 1939. Broioù all a oa bet ouzhpennet e-kerzh an Eil Brezel-bed[5].

Japaniz o devoa gwelet an emglev enep-Komintern evel un harp a-enep an Unvaniezh Soviedel, hag evel-se e oa bet gwelet gant Soviediz ivez[6]. Ur protokol kuzh a oa stag ouzh an emglev ofisiel hag a resisae ur politikerezh unvan etre Japan hag Alamagn a-enep an URSS end-eeun[3][7].

Goude miz Eost 1939, Japan a oa bet o pellaat diouzh Alamagn goude sinadur an Emglev Molotov-Ribbentrop[8]. Goude an Emglev enep-Komintern e oa bet unan nevez e miz Gwengolo 1940 anvet an Emglev Trifennek, hag a selle ouzh Stadoù-Unanet Amerika evel an dañjer brasañ, brasoc'h evit na oa an URSS (memes ma oa ivez ul lodenn eus an emglev a-enep URSS[9]) ; a-benn miz Kerzu 1941, e gwirionez, ne dalveze ket ken[10]. An emglev Enep-Komintern a voe adnevesaet e miz Du 1941 ha neuze e voe gwelet izili nevez o sinañ[5]. An Trede Reich a wele sinadur an Emglev-se evel un test "uhel a lealded"[11].

An emglev a oa echuet gant fin an Eil Brezel-bed.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (alamaneg: Antikominternpakt; italianeg: Patto anticomintern; japaneg: 防共協定, Bōkyō kyōtei)
  2. (alamaneg: Abkommen gegen die Kommunistische Internationale; japaneg: 共産「インターナショナル」ニ対スル協定, Kyōsan "intānashonaru" ni taisuru kyōtei)
  3. 3,0 ha3,1 (1982) Der Nationalsozialismus: Dokumente 1933–1945 (in de). Frankfurt/Main : Fischer Taschenbuch Verlag. ISBN 3596260841. 
  4. (30 a viz Eost 2003) Girding for Battle: The Arms Trade in a Global Perspective, 1815–1940 (in en). Bloomsbury Academic. 180 p. ISBN 978-0-275-97339-1. 
  5. 5,0 ha5,1 Osmanczyk, Edmund J. (1990). The Encyclopedia of The United Nations and International Relations, 2nd, Bristol : Taylor and Francis. ISBN 0850668336. 
  6. (2015) Politics and Ideology, The Cambridge History of the Second World War. Cambridge : Cambridge University Press. ISBN 9781107034075. 
  7. Weinberg, Gerhard L. (1954). "Die geheimen Abkommen zum Antikominternpakt. Dokumentation.". Vierteljahrshefte für Zeitgeschichte 1954/2: 193–201
  8. (1998) The Attack on the Soviet Union, Germany and the Second World War. Oxford : Clarendon Press. ISBN 0198228864. 
  9. Ciano, Galeazzo (1980). 1937–1938: Diario (in it). Milan : Cappelli Editore. 
  10. Schroeder, Paul W. (1958). The Axis Alliance and Japanese-American Relations, 1941. Cornell University Press. 154 p. ISBN 0801403715. 
  11. Goda, Norman J. W. (2015). "The diplomacy of the Axis, 1940–1945.". The Cambridge History of the Second World War: 276–300. DOI:10.1017/CHO9781139524377.015