Emgann an dorgenn 3234
| Rann eus | Brezel Afghanistan |
|---|---|
| Stad | Afghanistan |
| Lec'h | Afghanistan–Pakistan border, Paktia Province |
| Daveennoù douaroniel | 33°20′53″N 69°18′10″E |
| Deiziad kregiñ | 7 Gen 1988 |
| Deiziad echuiñ | 8 Gen 1988 |

Emgann an dorgenn 3234 (rusianeg : Бой у высоты 3234, Boy u vysoty 3234) a voe un emgann difenn kaset ha gounezet gant 9vet kompagnunezh an 345vet rejimant gwarded harzlammerien dieub, eus harzlammerien URSS, evel lodenn eus an oberiadur-brezel Magistral, harpet gant nerzhioù Tirlu Afghanistan, ar 15vet brigadenn tankoù, an 8vet, 11vet, 12vet, 214vet, 25vet divizionoù troadegiezh hag ar 37vet batailhon komando, en Afghanistan, a-enep un nerzh 250 rebell Moudjahidin bennak hag a oa harpet gant un niver dianav a c'hoprsoudarded eus Pakistan[1][2], e penn-kentañ miz Genver 1988. Daou eus ar soudarded lazhet en emgann, Vyacheslav Aleksandrov hag Andrey Melnikov, a voe roet dezho, ent dalif, ar Steredenn aour eus Haroz an Unvaniezh Soviedel. An holl harzlammerien o kemer perzh en emgann a oa bet enoret gant Urzh ar Banniel Ruz hag Urzh ar Steredenn Ruz.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 2016, ar strollad Sabaton en doa embannet ur ganaouenn war an emgann-se en o albom The Last Stand.
- 9 рота (an 9vet kompagnunezh), ur film brezel rusian embannet e 2005 hag a gont istor an harzlammerien a gemeras perzh en emgann.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Battle for Hill 3234
- ↑ Grau, Lester W. (2011). "The Battle for Hill 3234: Last Ditch Defense in the Mountains of Afghanistan". The Journal of Slavic Military Studies 24 (2): 217–231. DOI:10.1080/13518046.2011.572704. ISSN 1351-8046