Mont d’an endalc’had

Emgann an Thermopyloù (480 kent JK)

Eus Wikipedia
Emgann an Thermopyloù
emgann, last stand
Rann eusSecond Persian invasion of Greece Kemmañ
StadGres Kemmañ
Lec'hTermopiloù Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°47′45″N 22°32′13″E Kemmañ
Deiziad11 Eos 480 BCE, Gouere 480 BCE Kemmañ
Deskrivet dreLeonidas at Thermopylae Kemmañ
Map

Emgann an Thermopyloù (gresianeg : Μάχη τῶν Θερμοπυλῶν, Máchē tōn Thermopylōn) a oa tremenet e 480 a-raok Jezuz-Krist en Thermopyloù, etre ul lu eus Impalaeriezh persan an Ac'haemenided, renet gant Kserses Iañ, hag ur c'hengevread keodedoù gresian renet gant Sparta hag ar roue Leonidas I. Padet e oa tri devezh, ha bez e oa bet unan eus emgannoù pouezusañ eus an eil brezel Medek koulz hag eus ar brezelioù etre Gres ha Persia.

An emgann a oa bet er memes mare hag emgann war-vor Artemisium: etre Gouhere ha Gwengolo 480 kent JK. An eil aloubadeg gant ar Bersed alouber a oa renet gant Kserses Iañ a oa un digoll ouzh c'hwitadenn ar C'hentañ Brezel Medek, hag a oa bet e-kerzh ren Darius Iañ hag a oa echuet e -490 gant trec'h ur c'hengevread Gresianed renet gant Aten e-kerzh Emgann Marathon. E -480, dek vloaz goude ar c'holl, ar Bersed a oa bet o prientiñ an digoll gant un tirlu hag ur morlu ramzel ; ar wech-mañ e oa anat dezho e oa ret aloubiñ Gres a-bezh. Evit talañ ouzh kement-mañ, politikourien Aten hag ar jeneral Themistokles o devoa kinniget implij nerzhioù ar gevredidi evit talñ buan ouzh Nerzhioù lu Persia en Termopiloù ha war ar memes-tro e oa da dalañ ouzh morlu Persia e strizh-mor Artemisium.

Pa oa kroget an aloubadeg, nerzhioù Gres a oa tro 7 000 soudard renet gant Leonidas hag ar re-se a oa aet war-raok betek tizhout ha stankañ an Termopiloù. Diaes eo gouzout petra e oa an nerzh enebour hervez an aozourien henc'hresian, lod anezho a ra gant ar sifr ur milion. An enklaskerien a-vremañ a istim e oa etre 120 000 ha 300 000 soudard enebour. Erruet e oant e fin miz Eost pe penn-kentañ miz Gwengolo; ar C'hresianed hag a oa kalz nebeutoc'h anezho o devoa talet 7 devezh pad (gant tri o vezañ devezhioù emgann) a-raok ma vije riñset ar soudarded en a-dreñv e-pad ar pezh a zo chomet en istor evel un emgann ziwezhañ kalonek. E-kerzh daou zevezh stourm taer, ar Gresianed a oa deuet a-benn da dalañ an hent nemeti a c'helle bezañ implijet gant al lu bras persian. Goude an eil devezh, un anneziad anvet Ephialtes en devoa roet dezho da c'houzout e oa eus un hent strizh hag a chelle degas anezho a-dreñv linennoù difenn ar Gresianed. Leonidas, hag en doa komprenet e oa o vont an emgann da vezañ kollet en doa roet urzh d'ar bras eus nerzhioù gresia da vont kuit ha chomet e oa gant 300 spartan ha 700 Thespian evit daleañ ar Bersianed. Hervez lod mammennoù e oa chomet ganto ivez betek 900 helot ha 400 thebaian. Darn an debainiz a oa kodianet, met ar gresianed all a oa bet o stourm betek ar marv.[1]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]