Emgann an Heskenn
| Rann eus | Mercenary War |
|---|---|
| Stad | Ancient Carthage |
| Lec'h | Djebel Ressas |
| Deiziad | 238 BCE |
| Perzhiad | Ancient Carthage, Goprsoudard |
Emgann an Heskenn e oa bet an emgann pouezusañ eus ar c'hampagn stourmet etre Lu Kartada renet gant Hamilcar Barca enebet ouzh un nerzh rebelled renet gant Spendius e 238 AJK e norzh Tunizia a-vremañ. Kartada a oa o stourm a-enep ur c'hengevread soudarded mutined ha rebelled eus keodedoù afrikan e-kerzh brezel ar c'hoprsoudarded hag a oa kroget e -241. Ar rebelled a oa bet o lakaat seziz war Kartada met e-pad an amzer-se lu Kartada renet gant Hamilcar a oa bet o tistrujañ o linennoù pourveziñ. Troc'het eus ar pourvezioù, ar rebelled a oa bet rediet da gilañ betek o fennlec'h e Tuniz. Rediet e oant bet ivez da gas nerzhioù stourm evit talañ ouzh obererezhioù niverus hag efedus Hamilcar.
Dibosul e oa d'ar rebelled talañ ouzh an olifanted brezel ha marc'hegiezh Kartada war un dachenn-emgann plaen, neuze e oant bet o klask implij torgennoù pe tachennoù meneziek evit tagañ lu Kartada. Goude meur a viz kampagn-brezel, ha ne ouzer ket kalz a vunudoù resis diwar o fenn hiziv an deiz, Hamilcar a oa deuet a-benn da dapout ar rebelled en un hent strizh etre menezioù pe e-harz un aradennad menezioù. Stanket e oa ar rebelled, troc'het diouzh o linennoù pourveziñ ; ha gant ar boued o vont da hesk e oant bet rediet da zebriñ o c'hezeg. Goude-se, hervez ar mammennoù, o devoa debret prizonidi brezel a oa ganto ha debret o devoa betek o sklaved. Edont engortoz e teuje o c'hamaladed eus Tuniz war o sikour. N'eo ket sklaer goude-se met hervez an testenioù e oa bet rediet pennoù ar rebelled gant o soudarded da glask marc'hata gant Hamilcar. Prizoniet e oa bet an holl anezho gant hennezh. Lu Kartada a oa bet o tagañ a-yoc'h ar rebelled hep pennoù brezel ken hag o tizeriañ gant an naon. Gant an olifanted brezel en a-raok e oa bet lazhadeget an holl anezho.
Pennoù bras ar rebelled a oa bet kroazstaget dindan selloù an holl e Tuniz. Nebeut amzer goude e oa skampet kuit ar rebelled diouzh Tuniz o klask repu er su. Hamilcar hag e gamalad, ar jeneral Hanno, o devo heuliet anezho hag e fin ar bloavezh -238 e oant bet flastret didruez en emgann Leptis Parva.