Emgann Vukovar
Rann eus | brezel dieubidigezh Kroatia ![]() |
---|---|
Stad | Kroatia ![]() |
Lec'h | Vukovar ![]() |
Daveennoù douaroniel | 45°22′27″N 18°57′45″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 25 Eos 1991 ![]() |
Deiziad echuiñ | 18 Du 1991 ![]() |

Emgann Vukovar a oa bet ur seziz war kêr Vukovar, e reter Kroatia, gant Lu Poblek Yougoslavia (LPY), harpet gant unvezioù damsoudarded eus Serbia. Padet e oa 87 devezh etre ar 25 a viz Eost 1991 hag an 18 a viz Du 1991. A-raok brezel dieubidigezh Kroatia e oa brudet tisaverezh barok Vukovar hag a oa ar gêr en he bleuñv, ur gumuniezh ma oa kemmesket Kroated, Serbed ha strolladoù etnek all bihanoc'h. Pa oa kroget freuzadenn Yougoslavia, prezidant Serbia Slobodan Milošević ha prezidant Kroatia Franjo Tuđman a oa krog pep hini diouzh e du da seveniñ ur politikerezh broadelour. E 1990, un emsavadeg armet a oa kroget gant bezennoù Serbed Kroatia, harpet gant gouarnamant Serbia hag unvezioù damsoudardel, hag o doa kemeret penn an tiriadoù annezet gant Serbed e Kroatia. An LYP a oa kroget goustadik da harpañ eeun gant e nerzhioù lu an emsavadegoù, ha stourmoù armet a oa boulc'het e reter Kroatia e rannvro Slavonia e Mae 1991. E miz Eost, an LYP a oa kroget gant un argadenn veur a-enep an tiriadoù e-dalc'h ar Groated e reter Slavonia, hag unan eus he falioù pennañ e oa kêr Vukovar.
Vukovar ne oa difennet nemet gant 1800 soudard armet skañv eus Gward broadel Kroatia (ZNG) ha trevourien a-youl-vat, enebet ouzh 36 000 soudard LPY harpet gant damsoudarded serb dafaret gant karbedoù hobregonet ha kanolierezh ponner[1][2]. E-kerzh an emgann, obuzioù ha roketennoù a oa bet tennet war ar gêr, betek 12 000 bemdez. Pa oa bet eus an emgann e oa bet an hini taerañ hag hirañ en Europa abaoe 1945, ha Vukovar a oa bet ar gêr europat vrasañ o vezañ peurzistrujet abaoe fin an Eil Brezel-bed[3]. Pa oa bet aloubet Vukovar d'an 18 a viz Du 1991, kantadoù a soudarded ha trevourien a oa bet lazhadeget gant an nerzhioù serb hag 20 000 annezad d'an nebeutañ a oa bet skarzhet[4]. En holl e oa bet tro 3000 den lazhet e-kerzh ar stourm. En darn vrasañ eus Vukovar e oa bet skarzhet an holl dud ha ne oant ket a orin serb ha deuet e oa ar gêr da vezañ ur stadig emanvet Republik serb Krajina. Meur a soudard pe politikour eus Serbia, evel Milošević, a oa bet barnet ha kondaonet d'an toull-bac'h evit torfedoù brezel sevenet e-kerzh ha goude an emgann.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (2009) Joint Operational Warfare: Theory and Practice. Milan N. Vego. II-36 p. ISBN 9781884733628.
- ↑ (2018) The Sit Room: In the Theater of War and Peace. David Scheffer. xxviii p. ISBN 978-0-19-086064-6.
- ↑ Borger, 2011
- ↑ Prosecutor v. Milosevic, 23 a viz Here 2002