Emgann Trans

Eus Wikipedia

Emgann Trans, pe Treant-Felger, pe Treant-ar-C'hoad, zo un emgann etre ar Vretoned hag ar Vikinged d'ar 1añ a viz Eost 939.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe marv Alan Veur, en 908, e oa aloubet Breizh gant ar Vikinged, pe Normaned. En 936 setu Alan Barvek, harluet e Bro-Saoz betek-hen, da zilestrañ e-kichen Dol. Mab e oa da Matuedoi, kont Poher, ha mab-bihan da Alan Veur. Meur a wech e trec'has an Normaned, evel e Dol, e Kastel-Auffret, e Plourivoù, war ar viking Inkon. Diframmañ a reas Naoned en 937 digant an Normaned hag o c'has kuit eus aber al Liger. E Leon eo ar c'hont Even o argasas eus ar vro.

E Bro-Zol avat edo Vikinged eus armeoù kozh Gwilherm Hir e Gleze oc'h ober freuz ha reuz.

Emgann Trans[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 1 a viz Eost 939 en em gannas armeoù Alan II, Yezekael Berengar, kont Roazhon, ha Hugues Iañ, dug Maine, ouzh ar Vikinged. Trec'h e voe ar Vretoned, ha ren a reas Alan evel dug Breizh.

Dilerc'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr-benn dugelezh Breizh a oa bet fiñvet diouzh Naoned evit Roazhon rak gwelet e oa evel aesoc'h da zifenn rak enebourien.