Mont d’an endalc’had

Emgann Tassafaronga

Eus Wikipedia
Emgann Tassafaronga
emgann war vor
Rann eusemgann Guadalcanal Kemmañ
Lec'hTassafaronga Point Kemmañ
Daveennoù douaroniel9°12′0″S 159°50′0″E Kemmañ
Deiziad30 Du 1942 Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan Kemmañ
Map
Kartenn an emgann

Emgann Tassafaronga (Battle of Tassafaronga e saozneg, hag ivez, met raloc'h the Fourth Battle of Savo Island, pe evit Japaniz Emgann Lunga Point, ルンガ沖夜戦), a voe un emgann war vor diouzh noz a oa c'hoarvezet d'an 30 a viz Du 1942. Ur c'hrogad a oa bet etre an United States Navy ha Morlu Impalaeriezh Japan e-pad Kampagn Guadalcanal.

C'hoarvezet e oa an emgann en Ironbottom Sound, nepell diouzh zonenn Tassafaronga war enez Guadalcanal. Ur c'holl strategel e oa bet evit Stadoù-Unanet Amerika met en desped da-se an emgann na voe ket unan pouezus evit Kampagn Guadalcanal. Ar Japaniz ne oant ket deuet a-benn da dennañ gounid eus an trec'h evit pourveziñ o soudarded war an enezenn, pe sikour anezho da adkemer an enezenn da vat digant ar Gevredidi.

An USS New Orleans o tistreiñ eus emgann Tassafaronga. Beg ar vag a zo bet distrujet gant torpilhennoù. Un douribell kanol a zo bet distrujet ha lazhet ez eus bet 180 martolod.

Herbert Brown, ur martolod war vourzh an USS New Orleans en devoa skrivet ar pezh en doa gwelet:Ezhomm em boa gwelet. Baleet em eus a-hed an douribell daou didrouz hag harzet on bet gant ur boue ledet eus kostez ar vag betek an dourribell. Dre c'hras Doue e oa aze, ur abzenn ouzhpenn hag e vijen kouezhet ar penn da gentañ en dour du thirty dek metrad dindan. Beg ar vag a oa da get. Ur pevar metrad bennak hag an dourribell unan gant tri c'hanol 8 meudad a oa aet da get. 1800 tonenn eus ar vag a oa aet kuit. Oh ma Doue, an holl baotred anezho a oant bet er c'hamp gourdoniñ ganto –kuit an holl anehzo