Emgann Stallupönen

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Emgann Stallupönen eo an emgann kentañ a voe war talbenn reter ar Brezel-bed Kentañ, d'ar 17 a viz Eost 1914, etre an arme rusian renet gant Paul von Rennenkampf hag an arme alaman, renet gant Hermann von François. C'hoarvezout a reas e-kichen kêr alaman Stallupönen, a oa war harzoù Impalaeriezh Rusia d'an ampoent.

Kolloù ar rused a oa bet 619 lazhet, 2382 gloazet, 4466 prizoniad, en holl: 7467. Evit an Alamanted e oa bet 1297 en holl. Un trec'h peurglok e oa bet evit an alamanted.