Mont d’an endalc’had

Emgann Sadowa

Eus Wikipedia
An emgann taolennet gant Georg Bleibtreu (1869).

Emgann Sadowa, anvet emgann Königgrätz ivez, a c'hoarvezas d'an 3 a viz Gouere 1866 e-kichen kêr Hradec Králové (Tchekia hiziv an deiz), etre an Elbe hag ar Bystřice. Emgann pouezusañ ar brezel etre Prusia hag Aostria e voe, pa zeuas ar Brusianed renet gant Helmuth von Moltke a-benn da gelc'hiañ ha da vezañ trec'h war an arme aostrian, en ur lazhañ tost 6.000 soudard hag en ur brizoniañ ouzhpenn 22.000 anezho. Diwar atiz Otto von Bismarck koulskoude, ar Brusianed ne glaskjont ket heuliañ an arme aostrian evit peurzistruj anezhi goude an emgann, kement-mañ evit gellet sinañ ar peoc'h buanoc'h ha chom hep taoler impalaeriezhioù Bro-C'hall ha Rusia er jeu. Implij an hentoù-houarn evit kas an arme d'an talbenn buan, ha fuzuilhoù Dreyse ar Brusianed, dezhe ul lusk-tennañ uhel evit ar mare, a voe e-touez an elfennoù a sikouras anezhe da drec'hiñ.

Kelennet e vez an emgann-mañ c'hoazh, er skolioù milourel evit e berzhioù strategel ha taktikel, koulz ha gant istorourien : a-drugarez da emgann Sadowa e voe kreñvaet galloud Gwilherm Iañ ha Rouantelezh Prusia en Europa. Kengevread Hanternoz Alamagn a voe savet e plas ar C'hengevread alaman.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) Frank Zimmer, Bismarcks Kampf gegen Kaiser Franz Joseph. Königgrätz und seine Folgen, Styria, 1996
  • (de) Frank Becker, "Getrennt marschieren, vereint schlagen" Königgrätz, 3. Juli 1866, e Stig Förster : Schlachten der Weltgeschichte. Von Salamis bis Sinai, 2004, S. 216-229
  • (en) MITCHELL Joseph, Twenty decisive battles of the world, Konecky & Konecky, 2004, 365 p., ISBN 978-1-568-52458-0