Emgann Montroulez
| Rann eus | Brezel hêrezh dugelezh Breizh |
|---|---|
| Stad | Frañs |
| Lec'h | Montroulez |
| Daveennoù douaroniel | 48°37′48″N 3°44′24″W |
| Deiziad | 30 Gwe 1342 |
| Perzhiad | William de Bohun, Geoffroi de Charny, Charlez Bleaz |

Emgann Montroulez a oa bet stourmet nepell diouzh kêriadenn Lanneur e Breizh d'an 30 a viz Gwengolo 1342 etre ul lu saoz-breton hag ul lu kalz niverusoc'h gall-breton. E 1337 e oa tarzhet Brezel ar C'hant Vloaz etre Rouantelezh Bro-Saoz ha Rouantelezh Bro-C'hall ; ar Saozon a harpe tu Yann Moñforzh e-kerzh ar brezel diabarzh breton abaoe 1341. Ar C'hallaoued int a harpe Charlez Bleaz, un niz d'ar roue gall. Eus un tu e oa 3000-5000 a Vretoned ha Saozon e-tal etre 10 000 ha 15 000 a Vretoned ha Gallaoued.
Ul lu bihan saoz-breton renet gant William, kont Northampton, en doa lakaet seziz war porzh Montroulez. Charlez Bleaz en doa kemeret penn un nerzh kalz brasoc'h a soudarded hag aet kuit eus Gwengamp evit klask terriñ ar seziz. Ar Saozon a oa bet kelaouet eus kement-mañ ha baleet o devoa diouzh noz ha prientet difennoù nepell diouzh Lanneur. Pa oa bet gwelet al lec'hioù difenn saoz, e oa bet an tu gall-breton o rannañ al lu e teir divizion, pep hini a-dreñv unan all. Ar c'hentañ hini, savet gant Bretoned, a oa aet war-raok hag a voe tizhet gant tennoù stank ar waregerien-hir saoz, ken o doa ranket chom a-sav ; aet e oa an dagerien kuit hep klask mont pelloc'h. An eil, enni tud-a-armoù gall ha breton, o devoa taget hardizh ha bliv met harzet e oant bet gant ur foz kuzhet dres dirak al linennoù saoz-breton. Stanket dres dirak ar waregerien, en ur bern mesk-kemmesk, kalz soudarded a voe lazhet ganto hep gellout en em zifenn. Tro 200 marc'heg gall a oa deuet a-benn da dremen dreist ar foz ha da dizhout linennoù tud-a-armoù saoz hag a oa o'n em gannañ war droad. Ar bagad-se a voe troc'het diouzh ar peurrest eus an nerzhioù gall-breton hag an holl a voe lazhet pe prizoniet.
Un trec'h breton-saoz e oa bet an emgann, hag a vo un diazez, er strategiezhoù brezel implijet er bloavezhioù 1340 e-kerzh Brezel Kant Vloaz.