Emgann Maida

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
John Stuart, ar jeneral saoz a voe trec'h e Maida.

Emgann Maida zo un emgann a c'hoarvezas d'ar 4 a viz Gouhere 1806, e-pad Aloubadeg Rouantelezh Naplez gant arme c'hall an impalaer Napoleone Buonaparte, e-tal kêr Maida, e Calabria (hag e proviñs Catanzaro hiriv).

Trec'h e voe an arme saoz, anezhi 5 200 den dindan ar jeneral John Stuart, deuet da harpañ ar roue Ferdinando IV Naplez, war ar 5400 soudard gall kaset gant ar jeneral Jean-Louis Reynier. Ranket en devoa ar marichal gall André Masséna chom da ren Seziz Gaeta, ur gêr ha ne godianas nemet d'an 18 a viz Gouhere 1806.

Poltred eus ar jeneral gall Jean-Louis Reynier, faezhet en emgann.

Daoust d'ar faezhadenn-se e teuas a-benn ar C'hallaoued da gemer penn ar rouantelezh ha da lakaat Giuseppe Buonaparte, breur o impalaer da roue.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E beg ar bloaz 1806 e voe aloubet Rouantelezh Naplez gant an arme c'hall an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Trec'het e voe arme Naplez en emgann Campo Tenese d'an 9 a viz Meurzh, ma rankas ar roue Ferdinando Iañ an Div Sikilia, a gemere perzh en Trede Kenunaniezh, skampañ kuit gant e c'houarnamant da Sikilia, ma voe gwarezet gant ar morlu saoz. Neuze e voe anvet Giuseppe buonaparte, breur Napoleone da roue.

A-benn miz Gouhere 1806 ne stourme ken ouzh ar C'hallaoued nemet Calabria ha porzh Gaeta, a voe lakaet seziz warnañ gant ar marichal gall André Maséna.

En em sevel a reas pobl Calabria a-enep an alouberien c'hall ha dilestrañ a reas arme John Stuart da glask tennañ gounid eus ar bec'h lakaet war ar C'hallaoued. E-lec'h harpañ difennerien ar porzh e kavas gwell ar Saozon mont da harpañ emsaverien Calabria evit mirout ouzh aloubadeg Sikilia.

Prestik goude en em gavas an div arme tal ouzh-tal, hag emgann a voe d'ar 4 a viz Gouhere 1806. Trec'h e voe ar Saozon.