Mont d’an endalc’had

Emgann Lenn C'hasan

Eus Wikipedia
emgann Lenn Khasan
emgann
Rann eusSoviet–Japanese border conflicts Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Mandchoukouo, Rusia Kemmañ
Lec'hLake Khasan, Zaozyornaya Kemmañ
Daveennoù douaroniel42°26′9″N 130°36′40″E Kemmañ
Deiziad1938 Kemmañ
Deiziad kregiñ29 Gouere 1938 Kemmañ
Deiziad echuiñ11 Eost 1938 Kemmañ
Map
Kartenn propaganda, Tagadenn Banzai soudarded Lu Impalaeriezh Japan war tankoù an URSS. Skrivadur a-zehoù: "Stourm kalonek ar c'hentañ klas Kawamura en dorgenn dianav"

Emgann lenn C'hasan a oa bet un emgann etre URSS hag Impalaeriezh Japan etre an 29 a viz Gouhere hag 11 a viz Eost 1938. Anvet e vez ivez Gwallzarvoud Changkufeng (rusianeg: Хасанские бои, sinaeg ha japaneg: 張鼓峰事件; pinyin: Zhānggǔfēng Shìjiàn; Romaji: Chōkohō Jiken) e Sina ha Japan. Bez e voe un dagadenn gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan kuzhet a-dreñv re ar Mandchoukouo war douaroù c'hoantaet gant an Unaniezh Soviedel. Ne voe trec'h kostezenn ebet, rak goude un arsav-brezel en doa pep tu adkemeret ar plas en doa a-raok an emgann. Ar c'holloù dafar milourel gant an URSS, dreist-holl a-fed tankoù, a oa bet uhel.

Distrujoù un tank soviedat e-pad an emgann
An Arme Ruz o tagañ

Kolloù an URSS a oa bet lakaet war-goust Vasily Blücher. D'an 22 a viz Here e voe harzet gant an NKVD, ha war e seblant e voe jahinet betek ma varvas.