Emgann Koursk
| Rann eus | Talbenn ar Reter, Talbenn ar Reter, Eil Brezel-bed |
|---|---|
| Bro | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Lec'h | Koursk |
| Daveennoù douaroniel | 51°42′0″N 36°6′0″E |
| Deiziad | 1943 |
| Deiziad kregiñ | 5 Gouere 1943 |
| Deiziad echuiñ | 23 Eost 1943 |

Emgann Koursk a oa bet un emgann e-kerzh an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Reter etre nerzhioù lu an Trede Reich ha re an Unvaniezh Soviedel nepell diouzh Koursk e gevred Rusia e-pad hañv 1943. An trec'h a chomas gant ar Soviediz. Emgann Koursk e oa bet an emgann brasañ en istor ar brezelioù.[1] [2][3]. Renket eo dres goude Emgann Stalingrad, a oa bet un nebeud mizioù a-raok, evel unan eus an emgannoù a oa bet, gouez d'an istorourien, ur c'hamm-dro er brezel en Europa[4][5]. Bez e oa bet unan eus gwashañ emgannoù an Eil Brezel-bed[6][7][5][8], unan koustus-tre a-fed tankoù[9]. Alies e vez kinniget emgann Koursk evel an hini brasañ gant tankoù en Istor met en gwirionez e oa bet Emgann Brody e 1941. Devezh kentañ an emgann, d'ar 5 a viz Gouhere, e oa bet an emgann gwadusañ en istor ar brezel aer a-fed niver a nijerezioù pilet[10][11]. An emgann a oa bet unan taer, gant emgannoù e kêr ha gant emgannoù dorn-ha-dorn feuls.
Kroget e oa an emgann gant an argadenn alaman Zitadelle, d'ar 5 a viz Gouhere, evit tizhout sailhant Koursk gant tagadennoù eus an norzh hag ar su war ar memes-tro. Goude ma vije bet talet ouzh an dagadenn alaman en norzh, d'an 12 a viz Gouhere, Soviediz a oa kroget gant oberiadur argadenn strategel Koursk ha kroget e oant gant an Oberiadur Kutuzov (rusianeg: Кутузов) o tagañ penn a-dreñv an nerzhioù alaman en norzh. Er su, Soviediz a oa bet o kregiñ enep argadannoù kreñv d'ar memes devezh, unan anezho a oa bet un emgann tankoù bras, Emgann Prokhorovka. D'an 3 a viz Eost, Soviediz a oa kroget gant eil pazenn an oberiadur strategel e Koursk, pa oant kroget gant an Oberiadur Belgorod–Kharkiv (Oberiadur Polkovodets Rumyantsev, rusianeg: Полководец Румянцев) a-enep d'an nerzhioù alaman er su d'ar sailhant.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Clark; 2012, pajenn 228 : "The Battle of Kursk was the greatest land battle the world has ever seen on a fighting front that epitomized 'total war' ... It was time for the largest set-piece battle in the history of war to begin."
- ↑ Töppel; 2017, pajennoù 233–234 : "At Kursk, however, no less than 3.5 million soldiers, 12,000 tanks and self-propelled guns and 57,000 guns and mortars were ready for battle. Thus, defined by the number of men and material involved, the Battle of Kursk was without doubt not only the biggest tank clash of the Second World War, but indeed at the same time the largest battle of the Second World War."
- ↑ Frieser; 2017, pajennoù 83-200: "The battle of Kursk is considered the biggest land battle of the Second World War, indeed the biggest in all of military history. During the fighting the two sides deployed more than 4 million troops, 69,000 cannon and launchers, 13,000 tanks and self-propelled guns, and almost 12,000 aircraft. Even the battle of Stalingrad seems small-scale in comparison ... As the Red Army had massed a large part of its forces in the Kursk salient, the outcome was the greatest land battle of the Second World War, indeed the greatest in all the history of war."
- ↑ Edele, Mark (2018-07-13). The Battle of Kursk: 75 years on (en).
- 1 2 Patrom:Cite thesis
- ↑ Cross, Robin (2002). The Battle of Kursk: Operation Citadel 1943. Penguin Publishing. vii p. ISBN 978-0-14-139109-0.
- ↑ Никитенко, Евгений (2013-07-05). Геополитическая победа в Курской битве (ru).
- ↑ Memories of Soviet generals and marshals of the Battle of Kursk (en)(2019-08-23).
- ↑ Hanson, Victor Davis (2020). The Second World Wars: How the First Global Conflict Was Fought and Won, Reprint (in en), New York : Basic Books. 3 p. ISBN 978-1-5416-7410-3.
- ↑ Cross, Robin (2002). The Battle of Kursk: Operation Citadel 1943. Penguin Publishing. 182 p. ISBN 978-0-14-139109-0.
- ↑ Roberts, Andrew (2013-08-31). "WWII's Greatest Battle: How Kursk Changed the War" (in en), The Daily Beast.