Emgann Khiam (2000)
Emgann Khiam, a oa bet stourmet etre an Hezbollah ha Lu su Liban e miz Ebrel ha Mae 2000. An emgann a oa bet diazez e freuzadenn lu su Liban, memes amzer ma oa soudarded Tsahal o kuitaat su Liban.
Kenarroudd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Toull-bac'h Khiam a oa bet da gentañ un hollad savadurioù gall, savet e 1930. Deuet e oa da vezañ ur bazenn eus Lu Liban, a-raok ma vije kemeret gant Lu su Liban e 1985 ha troet en ur c'hamp-bac'h. Implijet e oa bet betek ma vije kuitaet Liban gant Lu Israel.
E miz Gouhere 1999, Ehud Barak a oa deuet da vezañ kentañ-ministr Israel, ha prometaet en devoa e tistroje Israel d'an harzoù anzavet etrebroadel e miz Gouhere 2000. A-raok ma vije kroget da vat, an darn eus an dud a grede ne vije kuitaet Liban nemetken goude un emglev gant Siria. E-kerzh an hañv 2000, oberiadurioù gant an Hezbollah a oa aet war-gresk kalz, alies e oa tagadennoù war savlec'hioù milourel israelian e tiriadoù e-dalc'h e su Liban. Evel prientadur eus ar steuñv kiladenn hollek, nerzhioù lu Israel a oa kroget da gila1ñ diouzh lec'hioù e takad surentez Su Liban.