Emgann Grozniy (1994–1995)
| Rann eus | kentañ brezel Tchetchenia |
|---|---|
| Stad | Rusia |
| E tiriad | City of Grozny |
| Lec'h | Sölƶa-Ġala |
| Daveennoù douaroniel | 43°19′0″N 45°43′0″E, 43°19′0″N 45°42′0″E |
| Deiziad kregiñ | 31 Kerzu 1994 |
| Deiziad echuiñ | 8 C'hwevrer 1995 |

Kentañ emgann Grozniy a oa bet etre nerzhioù aloubiñ lu Rusia ha nerzhioù disrannour Tchetchenia. Ar pal e oa aloubiñ bliv ar gêr-benn , Grozniy, e penn kentañ ar C'hentañ brezel e Tchetchenia. An dagadenn a oa padet eus miz Kerzu 1994 betek miz Meurzh 1995. Echuet e oa gant un dalc'herezh milourel eus kêr gant nerzhioù lu Rusia, ha desach an darn vrasañ eus poblañs Tchetchenia war-zu an disrannourien renet gant Djokhar Doudayev.
Penn kentañ an argadenn a oa bet gwall goustus a-fed koll tud ha digalonekaet e oa bet an nerzhioù rusian. Daou viz ouzhpenn a stourm kalet a oa bet ezhomm, en ur cheñch taktikoù, a-raok ma c'hellje an nerzhioù rusian kalz niverusoc'h aloubiñ kêr. Peurzistrujet e oa bet kêr hag an niver a drevourien lazhet a oa uhel-tre. Ar gwashañ bombezadur e oa bet en Europa abaoe an Eil Brezel-bed[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Williams, Bryan Glyn (2001). The Russo-Chechen War: A Threat to Stability in the Middle East and Eurasia?. Middle East Policy 8.1.