Mont d’an endalc’had

Emgann Crécy

Eus Wikipedia
Emgann Crécy
emgann
Rann eusBrezel Kant Vloaz Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
Lec'hCrécy-en-Ponthieu Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°15′23″N 1°53′16″E Kemmañ
Deiziad26 Eos 1346 Kemmañ
PerzhiadRouantelezh Saoz, Rouantelezh Bro-C'hall, Rouantelezh Bohemia Kemmañ
Map

Emgann Crécy a oa bet stourmet d'ar 26 a viz Eost 1346 e norzh Bro-C'hall, etre un arme c'hall renet gant ar roue Fulub VI hag un arme saoz renet gant ar roue Edouarzh III. Ar C'hallaoued a oa bet o tagañ ar Saozon pa oant o treuziñ norzh Bro-C'hall e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz. An disoc'h a oa bet un trec'h peurglok saoz gant ur c'holl spontus a varc'heien en tu gall.

Al lu saoz a oa dilestret e ledenez Cotentin d'an 12 a viz Gouhere. Aet e oant war-raok o tistrujañ dre an tan dreist-holl, en ur dreuziñ lod eus tiriadoù pinvidikañ Bro-C'hall ha betek 3 c'hilometrad diouzh Pariz. War o hent e oant bet o preizhañ kêriadennoù lies. Goude-se e oa aet ar Saozon etrezek an norzh, gant ar spi en em liammañ gant un armead kevredidi Flamanked o doa aloubet ar vro adalek Flandrez.

O klevet e oa distro ar Flamanked , ha dre bezañ gounezet amzer war ar c'hallaoued oc'h heuliañ anezho, Edouarzh en doa bet amzer da brientiñ e lu da gaout ul lec'h difenn nepell diouzh Crécy-en-Ponthieu. D'ar 26 a viz Eost, an arme c'hall, hag a oa kalz niverusoc'h evit hini Bro-Saoz, a oa kroget raktal gant an dagadenn.

Da gentañ e oa bet un eskemm tennoù biroù etre un nerzh niverus goprsoudarded gall arbalastrerien anezho hag a oa bet riñset gant kembreidi ha gwaregerien hir Bro-Saoz. Ar C'hallaoued o doa esaet treiñ an emgann en ur gas un heuliad tagadennoù gant marc'heien bonner.