Emgann Bryansk
| Rann eus | Talbenn ar Reter, Battle of Moscow |
|---|---|
| Stad | Rusia |
| Lec'h | Bryansk |
| Deiziad kregiñ | 2 Her 1941 |
| Deiziad echuiñ | 21 Her 1941 |
Emgann Bryansk (2–21 a viz Here 1941) zo un emgann hag a oa padet ugent devezh e-kerzh an Eil Brezel-bed en Oblast Bryansk. Ul lodenn e oa bet eus Kampagn Moskov. O tistreiñ eus oberiadur Kyiv, soudarded alaman Heinz Guderian o doa taget dre ul lec'h dic'hortoz hag aloubet Bryansk hag Oryol gant nebeut a golloù en ur gelc'hiañ daou lu soviedel, an 13vet lu hag an 3e lu. Un trede lu, an 50vet lu a oa kelc'hiet gant nerzhioù troadegiezh alaman an eil lu en norzh da v-Bryansk. Daoust ma oant kelc'hiet, unvezioù al Lu Ruz a gendalc'he gant ar stourm, o klask gounit amzer evit gwellaat difennerezh Moskov. Ar pezh a voe graet e-pad div sizhun. Ar pennad amzer-se hag ar c'holloù dafar ha tud gant ar Wehrmacht en ur argadiñ ar godelloù a chome a oa bet unan eus abegoù freuz an nerzhioù alaman dirak Moskov. Gant an emgann-se, an Alamanted a oa deuet a-benn da aloubiñ Bryansk betek ma voent skarzhet alese gant al Lu Ruz d'ar 17 a viz Gwengolo 1943 e-kerzh Kampagn Smolensk.